Culture – Loisirs

Ur beñveg nevez war ar rouedad, anvet "Stag", evit kejañ ouzh ar vretoned hag ar vrezhonegerien

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 23 septembre 2015 à 16:12

A-benn neubeud e vo roet lañs da "Stag", un applikadenn nevez. Ganti e c'hello ar vrezhonegerien hag ar vretoned mont e darempred etrezo, er bed a-bezh. Ijinet e oa bet gant tri faotr evit respont d'ur goulenn.

Dre m'eo soner e Kerlenn Pondi, e vez beajet kalz gant Romain Sponnagel :" Aet omp gant ar bagad e broioù Nepal, Zanzibar, China, Hongrioa, Portugal, Brazil." Hag implijout a ra kalz ar paotr yaouank an applikadennoù darempred.

"Gant Stag e c'helloc'h mont da evañ ur banne pe kavout ul labour" Romain Sponnagel

Setu gant daou vignon all, Alexandre Solacolu hag Anthony Lannuzel, 'neus soñjet e vefe brav krouiñ un beñveg evit kavout ar vretoned an tostañ dezho. "Gall' a ra servij "Stag" evit mont e darempred gant an dud : evit evañ ur banne, kavout ur staj pe ul labour, evit kaozeal deus ar vro pe deus ar sevenadur, kavout un ti-krampouezh e New-York pe e Mexico !" eme Romain Sponnagel.

Mil den inskrivet dija war al lec'hienn

Evit ar poent zo bet savet ul lec'hienn internet : stag.bzh, kinniget e brezhoneg, saozneg ha galleg. "Ar c'hoant a oa ganeomp lañsañ an applikadenn pa oa tud inskrivet dija. An dud a c'hell neuze mont war al lec'hienn, lakaat o chomlec'hioù mail ha kaset e vo dezho, a-benn neubeud, ul liamm evit pellkargañ "Stag"."

Displegadurioù Romain Sponnagel

Tizhet e vo ar pal buhan a-walac'h. "Lakaet zo bet o anv gant mil den dija", a zispleg Romain Sponnagel. Aa-benn pemzektez e c'helfe bezañ lañset "Stag" evit ar pellgomzioù Android hag Apple. "Digoust e vo an applikadenn penn-da-benn."

Ha ma za mat an traou evit stag, e soñj an tri faotr krouiñ un embregerezh e fin ar bloaz.

Pajenn degemer al lec'hienn stag.bzh - Aucun(e)
Pajenn degemer al lec'hienn stag.bzh - Tennet deus ar skramm