- Accueil
- Infos
- Culture - Loisirs
- Ur "mooc" nevez evit deskiñ gerioù e brezhoneg, da vare Nedeleg
Ur "mooc" nevez evit deskiñ gerioù e brezhoneg, da vare Nedeleg
Kinnig a ra ar gevredigezh Edubreizh ur "mooc" nevez evit Nedeleg.Adalek hiziv e krog ar program deskiñ war internet, lec'hiet e-barzh ur prantad berr a-walac'h.

War patrom deizhadur an azvent eo bet savet mooc nedeleg Edubreizh. "Bemdez e veho traoù nevez, a zispleg Erwann Denez, a labour e Edubreizh. D'an dud dont pemp munutenn bemdez da wellet ar pezh a vo bet lakaet. Hag e vez lakaet anezho da zeskiñ ur gêr, ur verb, peseurt deziad eo ha peseurt sant a vez lidet deiz-mañ-deiz."
Met ar pal n'eo ket deskiñ brezhoneg da vat : "Klaskout a reomp kentoc'h reiñ un tañva d'an dud, petra eo ar brezhoneg ha deskiñ dezho un neubeud gerioù a denn eus gouelioù fin ar bloaz."
"Ar pal a zo diskouezh eo ar brezhoneg ur yezh vev" Erwann Denez
Ha ma z'eo dedennet an dud gant ar mooc-mañ e c'hellont lakaat o anv war Edubreizh evit mont pelloc'h gant ar yezh. "Ar pal a zo diskouez eo ar brezhoneg ur yezh vev hag ur yezh plijus da zeskiñ. Evel just ma lakfe an dud o anv war Edubreizh e vin gwall gontant. Met meur a zoare a zo da zeskiñ !
Lakaeat oa bet oc'h anv gant 350 den ar bloaz tremenet. Fichañs neus skipailh Edubreizh e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ.
M'ho peus c'hoant gouzout hiroc'h, kit war lec'hienn Edubreizh. Digoust eo ar "mooc" mañ !
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !