- Accueil
- Bretagne
- Infos
- Culture - Loisirs
- "Ur pezh koll eo koll Jacques Pellen" eme ar ganerez Annie Ebrel
"Ur pezh koll eo koll Jacques Pellen" eme ar ganerez Annie Ebrel
Ar gitarour mil vrudet Jacques Pellen zo aet d'an anaon d'ar Meurzh 21 a viz Ebrel. B'an ospital e Brest e oa abaoe teir sizhunvezh, klañv gant ar c'horonavirus. 63 bloaz e oa. Ar ganerez Annie Ebrel he deus anavezet mat anezhañ. Selaouit he zestenn.

D'ar Meurzh 21 a viz Ebrel 2020 eo aet d'an anaon ar gitarour Jacques Pellen. 63 bloaz e oa an hini marvet e ospital Brest goude bezañ bet klañv gant ar c'hovid-19. Ur soner gitar ampart e oa Jacques Pellen. Mil anavezet e oa bet adalek 1988 gant e raktres Celtic Procession. Goude-se en doa labouret gant ur bern arzourien amañ e Breizh ha pelloc'h ivez evel Kristen Noguès, bet e vignonez betek he marv e 2007, Dan Ar Braz, Soïg Sibéril, Ricardo Del Fra pe Annie Ebrel. E 2018 en doa embannet ur bladenn diwezhañ anvet A-hed an aber gant Paker Prod . O labourat war ur bladenn nevez e oa.
Buhez Jacques 'oa ar sonerezh" Annie Ebrel
Annie Ebrel a anaveze Jacques Pellen abaoe muioc'h eget 25 bloaz. Tro he doa bet da ganañ gantañ kant mil gwech. "Buhez Jacques 'oa ar sonerezh" emezi "anvet a rae tout, a bep seurt stumm. Leun a ouiziegezh hag ar garantez 'noa evit ar sonerezh." Fromet eo ar ganerez da welet ur mignon hag ur soner ampart da vont d'an anaon "n'eus den ebet da son' gitar eveltañ__, ur stumm dezhañ e-unan, pinvidik, kaer ha don."
Ur pezh koll eo koll Jacques Pellen ha koll sonerezh Jacques Pellen" Annie Ebrel
Gallout a rit selaou atersadenn Annie Ebrel o komz eus marv Jacques Pellen.
Gallout a rit adselaou abadenn France Bleu Breizh Izel graet e 2014 gant Jacques Pellen o klikañ amañ .
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !