Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Ur raktres evit treuskas memor martoloded Douarnenez, pa oant war an douar

mercredi 9 décembre 2015 à 18:02 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Roet zo bet lañs d'ur raktres nevez gant Emglev bro Douarnenez hag ar porzh mirdi. Anvet eo "Marins à l'ancre". Ar pal a zo lakaat war wel istor ar vartoloded pa oant war an douar, e kêr ar pennoù sardin.

Porzh Douarnenez, hiziv an deiz.
Porzh Douarnenez, hiziv an deiz. © Maxppp - Dietrich W.

Douarnenez, France

Anavezet eo Douarnenez evit bezañ kêr ar pennoù-sardin, hag ar vartoloded neuze. Met petra a oa graet ganto pa ne oant ket war vor ? 

Dedennet eo Emglev bro Douarnenez hag ar Porzh mirdi gant ar respontoù a c'hellfe bezañ roet dezho. "Kroget e oamp da gaozeal eus ar raktres un neubeud mizioù zo, asambles gant ar porzh mirdi, a zispleg Gwenole Larvol, prezidant Emglev. Studiet eo bet kalz dija buhez ar vartoloded a zae war vor, ket pa choment war an douar." 

Padout a raio ar raktres 3 bloaz

Ha setu kroget ar raktres "Les marins à l'ancre". "Ar mennoz a zo lakaat war wel buhez ar vartoloded e-barzh an tavarnioù hag istor skol pesketaourien Douarnenez, a gendalc'h Olivier Dussauze, a labour en emglev bro. Tri bloaz vo d'am soñj evit  dastum ar memor, studiañ an dielloù, atersiñ an dud." Goude-se e vo savet un diskouezadeg hag ul levr

"Ar pal a zo lakaat tud ar vro da atersiñ memor Douarnenez" Gwenole Larvol, prezidant Emglev bro Douarnenez

Kalz tud a vo lakaet e-barzh ar jeu : studierien ar skol-veur ha tud ar Porzh mirdi. "Ar pal a zo dija lakaat tud Douarnenez da atersiñ ar re o deus bevet an istor-se. Da lavaret eo mont gant ur mikro pe ur c'hamera da atersiñ memor Douarnenez."

Ma z'oc'h dedennet gant ar raktres-mañ e c'helloc'h mont e-darempred gant skipailh Emglev bro Douarnenez.