Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Ur stourm nevez evit kaout un emoji gwenn ha du

mardi 12 juin 2018 à 18:20 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Kenderc'hel a ra stourm ar gevredigezh Pik BZH evit kaout un emoji "banniel Breizh". Meur a intrudu a zo war ar stern, evel ur sinadeg war internet.

Fellout a ra d'ar gevredigezh Pik BZH kaout un emoji "banniel Breizh".
Fellout a ra d'ar gevredigezh Pik BZH kaout un emoji "banniel Breizh". - Pik BZH

Bretagne, France

Peur en do Breizh e emoji war hezoug pe war Internet ? Un emoji zo un dresadenn vihan, kaset dre gemenadennoù elektronek e-giz m'o deus dija Bro Skos, Bro Saoz pe c'hoazh Bro Gembre.

Ur bloaz'zo e oa erruet banniel Breizh en eil blas, da vare ar genstrivadeg emoji, ar World emoji awards.  

Goude-se 'n eus klasket ar gevredigezh Pik BZH goulenn digant Unicode, an embregerezh a sav an emojioù, sevel un dresadenn "banniel Breizh". Met nac'het e oa bet. Ne fell ket d'ar Gafa, ar rouedadoù brasañ evel Google, Amazon pe Facebook krouiñ un emoji evit Breizh.  

Ur sinadeg nevez war ul lec'hienn nevez  

Mennet eo izili Pik BZH mont pelloc'h. "Lañset hon eus ur sinadeg war internet evit diskouez da dud Google pe tud eus ar Gafa ez eus ur c'hoant bras gant ar Vretoned da welet o banniel war internet, war ar rouedadoù sokial", a zispleg Christian Demeuré Vallé, sekretour ar gevredigezh. Un teuliad a vo savet en-dro ha kinniget da Unicode e miz Gwengolo.   

Setu an emoji "gwenn ha du". - Aucun(e)
Setu an emoji "gwenn ha du". - Pik BZH

"A-raok an dra-se e vo c'hoazh ur genstrivadeg evit kinnig d'an dud peseurt emoji o deus c'hoant gwelet a-benn bloaz war internet", a gendalc'h paotr Pik BZH. Adalek miz Gouere e vo tu votiñ.   

Mont e-darempred gant Google  

Ur sizhun-zo eo bet digoret ur burev e Roazhon gant Google. "Desket hon eus an dra-se ha neuze klasket hon eus sachañ evezh tud Google evit kenlabourat asambles. C'hoant hon eus brudañ Breizh hag ar bed niverel. Spi hon eus e vezimp klevet gant an Amerikaned, dre sikour Google e Roazhon !"