Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dans les rues de Strasbourg, ce mardi soir.

Attaque mortelle à Strasbourg : ce que l'on sait de la fusillade qui a fait au moins trois morts et 12 blessés

Culture – Loisirs

War-zu ar C'houarz : selaouit bemdez ur pennad komz gant gwellañ bagadoù Breizh

mardi 9 février 2016 à 12:30 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Dalc'het e vezo disul tro gentañ kenstrivadeg ar bagadoù. 15 strollad a c'hoario adalek 13e30 war leurenn ar C'houarz e Brest. A-hed ar sizhun e oa bet klevet ganeoc'h sonerien ar strolladoù gwellañ.

Bagad Cap Caval / Brest 2015
Bagad Cap Caval / Brest 2015 © Radio France - Tudi Crequer

Brest, France

Evit heuliañ ar genstrivadeg war-eeun / Suivez la compétition en direct : (tu vo deoc'h gwelout ar video adalek disul goude kreizteiz / la vidéo fonctionnera en tout début d'après-midi)

Bagad Cap Caval | 1añ e 2015 | Lors Moal, talabarder

 Aet e oa ar maout gant bagad Cap Caval gant an notenn a 17,49. Kampion Breizh a glasko neuze errout adarre da gentañ ar bloaz-mañ. Seniñ a rint un heuliadenn eus Bro Fisel. "Aze hon eus dibabet ar memes korn-bro (eget Bagad Kemper) ha me gred ivez ar memes ton a-bos, ton da selaou", eme Lors Moal, talabarder e Bagad Cap Caval :

"Ar pal a zo kemer plijadur ha seniñ en un doare brav", L. Moal (5mn)

Bagad Kemper | 2vet e 2015 | Erwan ar Gars, tabouliner

C'hwitet e oa bet an taol gant Bagad Kemper ar bloaz tremenet. Erruet e oant en eil blas gant an notenn a 16,72. Sonet e vezo un heuliadenn awenet gant bro fisel gant Bagad Kemper. "Bep ploaz e glaskomp tapout ar maout met ne zeuer ket a-benn bep ploaz" eme Erwan ar Gars, tabouliner Bagad Kemper. 

"Un tabouliner eus Bro Ganada a vo ganeomp", E ar Gars (5mn)

Bagad Roñsed Mor | 3de e 2015 | Iwan Calvez, penn-tabouliner

Ur plas brav a oa bet tapet gant Bagad Roñsed Mor ar bloaz tremenet. Erruet e oant da drede gant an notenn a 15,95. Ur bourmenadenn e vezo graet gant ar strollad dre hentoù ar Mor-bihan. "Sonet e vezo ganeomp un ton a-boz, da gentañ sioulik awalc'h hag a vo lusket un tamm. Goude-se e vezo un hanter-dro a vo mesket gant un dañs kejaj, un ton a-boz all a vo hag un heuliad Laride eus Baod evit echuiñ". Tu vo deoc'h mont da welet disadorn, evit ar bleustradeg bublik, bagad Roñsed Mor disadorn 13 da 7e30 er sal Emeraude e Lokoal :

"Un tamm disur e oamp war an teroer da zibab", I. Calvez (5mn)

Bagad Bro Kemperle | 4vet e 2015 |  Morgan ar C'hoz, kanerez

Graet en doa berzh Bagad Bro Kemperle ar bloaz tremenet. Tizhet o doa pevarvet plas ar c'honkour gant an notenn a 15,57. "Ur plas brav e oa met kontant e vefemp erruout en hanter gentañ dija. En e aes emañ Bagad Bro Kemperle, gant teroer an Aven, setu e vo sonet un heuliadenn a zansoù an Aven gant ur gavotenn, ur bal, ur jabadao hag ur stoupig" eme Morgan ar C'hoz, kanerez. Pedet eo an holl da vont da welet Bagad Bro Kemperle disadorn da 16e er sal J-L Rolland e Redene :

"Enoret e vo labour Jean-Louis Le Vallégant" M. ar C'hoz

Kevrenn Alre | 5vet e 2015 | Marie Le Cam, prezidantez

Er pempvet plas ouzh an daolenn e oa erruet ar g/Kevrenn Alre ar bloaz paseet gant an notenn a 15,52. Ar bloaz-mañ eo bet dibabet gant ar strollad "teroer Bro Gwened. Awen an heuliadenn a zo bet kavet e Itron Santez Anna an Alre. Klevet e vo neuze un an dro, ur bal Vannetais, ha daou gantik", eme Marie Le Cam, prezidantez Kevrenn Alre ha muzisianez binioù bras. Dalc'het e vezo pleustradeg publik ar g/Kevrenn Alre da 4e e sal Athena Alre :

"Ne vin ket mui ar blac'h nemeti o seniñ binioù" M. Le Cam, Kevrenn Alre (4mn)

Evit gouzout da bet eur e c'hoario pep a vagadoù klikit amañ.