Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ai'ta d'an SNCF : ar brezhoneg n'eo ket ur yezh estren

Ar Strollad Ai'ta en deus kaset panelloù eus ti-gar Plouared da Roazhon, gant an tren. Klemm a reont rak ar panelloù nevez-se, a zo bet staliet e Plouared hag e Kemperle, ha na roont ket plas a-walc'h d'ar brezhoneg hervez ar strollad.

Pegsunet eo bet ti-gar Plouared gant strollad Ai'ta
Pegsunet eo bet ti-gar Plouared gant strollad Ai'ta - Nolwenn Quioc

Gant an tren tizh bras o tont e 2017 e Breizh eo kroget an SNCF da nevesaat tiez-gar ar vro. Met ar panelloù nevez a zo bet staliet e porzh-houarn Plouared hag e hini Kemperle ne blij ket da Ai'ta. Ar rebech : an darn vrasañ anezho a vez brezhoneg warno, met skrivet eo re vihan, evit ar strollad. "Ar skridoù e brezhoneg a zo a live gant ar saozneg, evel ma vefe ur yezh estren,_ p'eo yezh ar vro_" eme ar stourmerien.

Publicité
Logo France Bleu
Peget eo bet skritelloù e brezhoneg war ar panelloù gant Ai'ta - Nolwenn Quioc

Koulskoude e oa bet graet strivoù gant an SNCF : e 2008 e oa bet staliet e ti-gar Landerne panelloù divyezhek par ouzh par, lec'h ma oa skrivet ken bras e brezhoneg hag e galleg. Kendalc'het oa bet gant an taol-arnod-se nevez zo e tiez-gar Menezalban ha Mousterel-an-Il e ll-ha-Gwilen hag en Ifinieg, e-kichen Sant-Brieg. "Perak, neuze, n'eo ket bet dibabet ober memestra war-vord linenn nevez an Tren Tizh Bras ?" a c'houlenn Ai'ta.

Petra a ra ar Rannvro ?

Al labourioù kempenn a vez graet d'ar mare-mañ e porzhioù-houarn ar vro a zo arc'hantaouet, evit ar pezh brasañ, gant ar strollegezhioù lec'hel. Lod anezho o deus goulennet d'an SNCF staliañ gwir panelloù divyezhek. Kaset eo bet lizhiri gant tiez-kêr Redon, Kemper, Kemperle, Gwengamp ha Plouared, ha gant pemzek kannad ha senedour eus Breizh. Met nac'het eo bet gant an SNCF. 

"Un dispri evit ar brezhoneg"

Hervez Ai'ta, an tri c'hard eus an arc'hant lakaet gant ar strollegezhioù lec'hel a zeu eus Rannvro Breizh. "_Perak e vez asantet gant ar Rannvro kenderc'hel e-mod-se ? _eme unan eus strollad Ai'ta. Padal ar Rannvro a zo sañset kaout ur politikerezh yezh solut, hag hiviz an deiz e vez asantet d'an dispri-se evit ar brezhoneg."

Evit klask pouezañ war an diviz-se o doa aozet tud Ai'ta un oberenn arouezius e porzh-houarn Plouared. Lakaet eo bet peg-sunioù war ar panelloù, ha distaliet daou anezho. Lakaet int bet e-barzh un tren a oa o vont da Roazhon... evit kas anezho en-dro d'an SNCF. 

Kaset eo bet panelloù ti-gar Plouaret da Roazhon gant an tren - Nolwenn Quioc

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

L'info en continu

Publicité
Logo France Bleu