Économie – Social

Diviz ar yaou | Ha ret eo embann levrioù divyezek evit gwerzañ mat ?

Par Pauline Kerscaven et Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel jeudi 12 octobre 2017 à 7:33

An embann e brezhoneg, setu tem an diviz.
An embann e brezhoneg, setu tem an diviz. © Radio France - Pauline Kerscaven

Ce jeudi, dans le "diviz ar yaou", nous parlons de l'édition en breton. Faut-il publier des livres bilingues, et pas seulement en breton, pour vendre ? Participez vous aussi au débat !

A-benn fin ar miz e vo dalc'het saloñs al levrioù e Karaez. Dibabet hon eus neuze lakaat ar gomz, da vare Diviz ar Yaou, war an embann e Breizh.

Evit bezañ resisoc'h, e savimp ur goulenn pennañ : ha ret eo embann levrioù divyezhek, e galleg hag e brezhoneg, evit gwerzañ ar muiañ posubl ? Ha ez eus koñkurañs etre al levrioù divyezhek hag al levrioù e brezhoneg hepken ?

Dont a raio Morgan Le Coz deus Keit Vimp Bev da doullad komz ganeomp. Paolig Kombot, prezidant Skol Vreizh a vo ganeomp dre bellgomz.

Roit deomp ho soñj

Ma fell' deoc'h kemer perzh en diviz, grit 'ta !

  • Dre bellgomz, etre 7e10 ha 7e30, diouzh noz : 02 98 53 65 65
  • Dre Facebook : France Bleu Breizh Izel
  • Pe dre (D)Twitter, gant an arouez @Francebleubzh
Skritell Gouel al levrioù e Karaez - Aucun(e)
Skritell Gouel al levrioù e Karaez - Gouel levrioù Karaez