Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Économie – Social

Selaouit en dro an diviz diwar-benn an douristelezh e kreiz Breizh

mardi 29 août 2017 à 12:36 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Comment attirer les touristes en Centre-Bretagne ? Setu tem an diviz a oa bet enrollet ha skignet d'ar yaou 31 a viz Eost. Tu zo deoc'h selaou anezhañ en dro.

Touristed o pourmen e lenn Gwerledan.
Touristed o pourmen e lenn Gwerledan. - Ofis an douristelezh Kreiz Breizh

Ar bloaz tremenet e oa bet kontet 240 000 nozvezh e letioù hag en tachennoù kampiñ e "Kalon Breizh", da lavaret eo 2% eus an nozvezhioù tremenet e Breizh. Penaos neuze lakaat an douristed da zont da greiz ar vro ?

An dachenn "Kalon Breizh"

Mennozhioù e-leizh a zo evit sevel un douristelezh sioul ha troet war-zu an natur. "Dont a ra tud a-bell evit pourmen pe evit ober sport, e kreiz an natur", a zispleg Awen Plougoulm. Labourat a ra ar vaouez e Ofis an douristelezh ar Yeun Elez.

Setu tachenn "Kalon Breizh". - Aucun(e)
Setu tachenn "Kalon Breizh". - Komite ranvroel an douristelezh

Displegañ a ra ivez e labour Ofis an douristelezh gant komite rannvroel an douristelezh evit brudañ "Kalon Breizh", un dachenn vras, "eus Brasparzh betek Pondi". Strivoù a vez graet gant an aozadur evit desachañ touristed e kreiz ar vro.

Awen Plougoulm, eus Ofis an douristelezh ar Yeun Elez (Menez Are), a zispleg deomp eo pouezhus kaout seurt ostilhoù evit lakaat an dud da zont betek kreiz ar vro.

Awenn Plougoulm, ostizez e Ofis touristelezh ar Yeun Elez.

"Mod all", ur gevredigezh ha n'eo ket lusket gant ur framm publik

Ar gevredigezh "Mod all" 'neus dibabet brudañ ar C'hreiz Breizh ha degas touristed ha nerzh er vro. Savet o deus ur film evit desachañ an dud, brezhoneg ennañ. Un ober dic'hortoz eo rak n'eo ket lusket gant ur framm publik evel 'vez graet alies, gant ar c'humuniezhioù- kumunioù da-skouer.

Christian Demeuré Vallée a zo perzh e-barzh "Mod All", e-giz keodedourien oberiant all en takad-bro. "Ar c'hoant a zo ganeomp diskouez ur vro all, pinvidik-tre da-geñver ar glad hag an natur. Ha kinnig un douristelezh en un doare disheñvel."

Pouezhus eo ivez labourat war internet hag ar rouedadoù sokial eme Christian Demeuré Vallée.

Christian Demeuré Vallée, eus ar gevredigezh Mod all.

200 000 tourist e Traonienn ar sent e 2016

Sachet ez eus bet 200 000 a dud gant Traonienn ar sent e 2016. Ar pal eo dedenniñ muioc'h c'hoazh a douristed en ur sevel ul lec'h evit degemer an dud. "Fellet a ra deomp bezañ ul lusker e Breizh da geñver an douristelezh e Breizh", a zispleg Sébastien Minguy, rener nevez an draonienn.

Perak oa deuet kement a dud ? Selaouit respont Elie Gueguen, bez prezidant Traonienn ar Sent.

Elie Gueguen, bez prezidant Traonienn ar sent.

Selaouit ouzh an diviz en dro

Penaos sachañ muioc'h a douristed e Kreiz Breizh ? Sed aze ar goulenn a oa bet savet da dri zen, d'ar yaou 31 a viz Eost :

  • Awen Plougoulm, eus Ofis an douristelezh ar Yeun Elez (Menez Are) ;
  • Christian Demeuré-Vallée, bez-prezidant ar gevredigezh "Mod All" ;
  • Elie Gueguen, bez-prezidant kevredigezh Traonienn ar sent, e Karnoed

Lodenn 1

Diviz ar yaou diwar-benn an douristelezh e kreiz Breizh, lodenn 1.

Lodenn 2

Diviz ar yaou diwar-benn an douristelezh e kreiz Breizh, lodenn 2.