Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

E BREZHONEG | Avaloù-douar a Vreizh kaset d'ar broioù pell

-
Par , France Bleu Breizh Izel

E Penn ar Bed ha tro-war-dro 'vez gounezet had avaloù-douar. Ar braz deus ar plant-se na chom ket er vro, kaset e vez d'ar Reter Kreiz ha da Afrika. Deomp da heul Bernard Le Bot ha Constant Oger.

Prest eo ar vag da vont d'an Aljeri
Prest eo ar vag da vont d'an Aljeri © Radio France - Katell Uguen

Avaloù-douar a rumm-da-rumm

En Irvillag, war harzoù Menez Are, 'barzh ur mell grignolaj e kaver had patatez a vil-vern. 'barzh stal ar familh Le Bot e c'hounezer had avaloù-dour ha chalotez hag ar re-mañ a vez gwerzhet d'an estren-vro, dreist-holl da Afrika ha d'ar Reter Kreiz. Dibaoe pevar remziad e krouont seurtadoù avaloù-douar evit dont a-benn d'ar pep wellañ. Gant Elorn Plants eo ganet neuze ar batatezenn Elodie, Azilis pe c'hoazh Synergy.

Berzh a ra an avaloù-douar e hanter-noz Afrika
Berzh a ra an avaloù-douar e hanter-noz Afrika © Maxppp - Patrick Guigueno

Un dregont atant bennak a c'hounez had avaloù-douar evit ar stal. En Irvillag e vez gobariet al legumaj, netaet ha pakataet war baletennoù. Lod a chom berniet 'barzh melloù salioù yenaet, da c'hortoz mont da bell vro.

En Irvillag e prienter ar baletennoù avaloù-douar, prest da vezañ karget e-bourzh ar bagoù
En Irvillag e prienter ar baletennoù avaloù-douar, prest da vezañ karget e-bourzh ar bagoù © Radio France - Katell Uguen

Leuniañ ar vag

Evit an deizioù emeur o kargañ ur mell bag hag a zaio dizale betek Aljeria, karget he stradoù a batatez. Ur wech 'n em gavet du-se e vint dasparzhet en atantoù, hadet 'vint ha gounezet 'vo an avaloù-douar 'benn gwerzhañ anezho war blas.

3000 tonenn a had avaloù-douar a vez kaset en-dro-mañ - Constant Oger, kenurzhier e ti Elorn Plant

Peder faletenn a vez karget 'barzh ar vag bep tro
Peder faletenn a vez karget 'barzh ar vag bep tro © Radio France - Katell Uguen

Selaouit ar pennad-kaoz gant Constant Oger :

Plantet e vo ar patatez gentañ a-benn ur miz

E porzh Brest e chom an avaloù-douar, amzer dezho bezañ karget e bourzh ar vag
E porzh Brest e chom an avaloù-douar, amzer dezho bezañ karget e bourzh ar vag © Radio France - Katell Uguen

War bep sac'had patatez e vez skrivet an holl ditouroù, da c'houzout pelec'h int bet gounezet ha gant piv, e-giz-se e vez heuliet penn-da-benn ar plant avaloù-douar - Constant Oger, kenurzhier e ti Elorn Plant

Seurtadoù avaloù-douar ispisial

Gant an hengoun, ar sevenadur, an hin e cheñch boazioù ha c'hoantoù an dud dre ar bed. Er Reter Kreiz hag en Afrika eo tik ar boblañs gant Synergy, ur batatezenn ijinet e Penn ar Bed a-ratozh-kaer evit ar broioù ma vez gwerzhet.

E strad al lestr e karger tri live a had patatez
E strad al lestr e karger tri live a had patatez © Maxppp - Katell Uguen

An had avaloù-douar-se a vo plantet dizale, a-raok fin miz Du en Ajeria - Bernard Le Bot, e-penn an embregerezh

War-zu ar bio

Diorren a fell d'ar familh Le Bot ober ingal. Krog int da dreiñ an douar war-zu ar bio. Chalotez hag avaloù-douar gounezet en ur mod naturel a gaver bremañ, gwerzhet dreist-holl evit marc'had Frañs.

Selaouit ar pennad-kaoz gant Constant Oger :

Tri mil tonenn a had avaloù-douar a vez kaset da Aljeria 'barzh ar vag-se

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu