Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 8 a viz mae|Broadelourien Bro Skos, Medalenn a enor ur rezistant, 20vet d.h.b. Skolaj Plijidi

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'ar gwener 8 a viz mae hon eus komzet eus disoc'hoù ar vroadelourien e dilennadegoù ar Rouantelezh-Unanet. Lidet eo bet ivez fin an eil brezel bed e Europa. Gortozet n'eus Herve Kloarek, rezistant kozh, e-pad 70 vloaz evit kaout ur medalenn a enor. Komzet hon eus ivez diwar-benn 20vet deiz ha bloaz skolaj Plijidi.

L'Union Jack, drapeau anglais, gardera les couleurs de l'Ecosse
L'Union Jack, drapeau anglais, gardera les couleurs de l'Ecosse © Maxppp

Berzh ar vroadelourien eus Bro Skos

Ar pep souezushañ ar bloaz-mañ eo berzh broa-delourien Bro Skos. 56 post a z'a gant ar Scotland National Party, da laret eo, ne vank nemet tri c'hantoun dezho e Bro Skos. Morwenna Jenkins a zo kelennerez e Breizh met a-orin eus Kerne Veur. Souezhet eo gant berzh broadelourien Bro Skos en dilennadegoù-mañ :

19e Dilennadeg R-U WEEUN

Resultadoù ar vroadelourien er Rouantelezh-Unanet :

Kerne Veur : 0 post evit ar Mebyon KernowNorzh-Iwerzhon : 4 post evit ar Sinn FeinBro Gembre : 3 evit ar strollad Plaid Cymru

Ur medalenn a-enor da 94 bloaz

Roet oa bet d'an 8 a viz mae ar groaz marc'heg al legion a enor d'ur rezistant breton. Gortozet n'eus pell a-raok he c'haout met benn ar fin oa bet enoret Herve Kloarek. Pevarzek bloaz ha pevar-ugent hiriv an deiz. Rezistant e oa bet pad ar brezel. Er strouez e oa bet barzh ar gumpagnunezh Bir Hakeim. Harzhet e oa bet gant an nazied. Merzheriet e oa bet ganto a-raok bezañ dieubet ha mont da vrezeliñ ouzh an alamanted adarre. Jañ Luk Bergot a zo aet da welet anezhañ :

19e00 legion a enor Herve Kloareg

 

20vet deiz ha bloaz skolaj Plijidi

Lidet e vez 20 vet deiz ha bloaz skolaj Plijidi. e 1995 ne oa nemet 16 bugel er skol-se, bez emaint 210 hiriv an deiz. Mont a raio c'hoazh an niver war gresk en dazont, setu ret e vo kavout diskoulmoù eme Gwenola Coic ad-renerez pedagogel ar skolaj ha kelennerez brezhoneg e skolaj Plijidi :

20vet dhb Plijidi

Choix de la station

À venir dansDanssecondess