Économie – Social

Keleier ar 15 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mercredi 15 avril 2015 à 20:12

Nokia veut créer un grand champion européen en mettant la main sur Alcatel-Lucent
Nokia veut créer un grand champion européen en mettant la main sur Alcatel-Lucent © MaxPPP

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war Alcatel Lucent, ar strollegezhioù lec'hel hag FDSEA Penn-ar-Bed.

Un emglev a zo bet kavet etre an embregerezh finlandat Nokia hag Alcatel Lucent

"Nokia Corporation" 'vo anvet ar strollad nevez-se. Lâret eo bet ne vefe skarzhet den ebet met chalet eo memestra implijidi Lannuon. E-pad 30 vloaz eo bet Per Lavanant, ijinour e Alcatel Lucent.

19e Alcatel

Depute Penn-ar-Bed Jean-Luc Bleunven oa war-eeun war France Bleu Breizh Izel

Ret eo d'ar strollegezhioù lec'hel dispign nebeutoc'h a arc'hant hag evit-se e vo aozet d’ar Yaou 16 a viz Ebrel gant an depute un emgav evit an dilennidi hag ar re a labour en tiez-kêr.

Jean-Luc Bleunven

Thierry Merret a chom e penn FDSEA Penn-ar-Bed

Anvet oa bet endro e-penn ar sindikad dimeurzh da noz ba Sant-Segal met un tamm reuz oa bet etre izili ar sindikad. Setu reportaj Tudi Crequer oa war al lec'h.

19e FDSEA

Berraet eo bet ar c'heleier fenoz abalamour d’an diskrog labour e Radio France. Echuet e vo gant an harz-labour-mañ d’ar Yaou 16 adalek 1e goude merenn.