Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Économie – Social

Muioc'h muiañ a dud a vez degemeret e Ostaleri ar galon, e Kemper

lundi 20 novembre 2017 à 19:18 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Roet e vo lañs dimeurzh da deirvet koulzad ha tregont ar goañv Ostalerioù ar galon. E Kemper, da skouer, e teu muioc'h muiañ a dud, dreist-holl e-pad ar goañv.

Abaoe dek vloaz emañ Bernez Moguerou o reiñ un tamm sikour e Ostaleri ar galon.
Abaoe dek vloaz emañ Bernez Moguerou o reiñ un tamm sikour e Ostaleri ar galon. © Radio France - Pauline Kerscaven

Quimper, France

Kroget eo tud a youl-vat Kemper da brofañ boued dilun. A-bep seurt traoù a vez servijet d'an dud : legumajoù, bara, boestoù-mir, produioù evit ar babigoù...

Met n'eus ket nemet boued a vez roet. "Moien zo d'an dud da vont da droc'hañ o blev, tu zo ivez kemer dilhad pe mont da sinema", eme Bernez Moguerou, e-karg eus ar boued er Restos abaoe dek vloaz.

Pezh a zo pouezhus ivez evit an dud a teu eo eskemm kenetrezo, en ur evañ ur banne kafe da skouer. "Amañ e c'heller kaozeal eus ar c'hudennoù 'teus, hep bezañ sellet fall", a zispleg Cathy, ur vaouez a teu ingal div wech ar sizhun.

Bernez Moguerou a zispleg perak ez eus kement a dud e-pad ar goañv.

Sikouret e vo 800 den, marteze muioc'h, e-pad ar goañv

N'eus nemet 300 den a zo enskrivet evit poent. Met "tamm ha tamm e teuio muioc'h muiañ. Sikouret e oa bet 800 den ganeomp warlene, a gendalc'h Bernez. Tud o unan eo dreist-holl, repuidi ha maouezed gant bugale."

Setu perak eo ret kaout boued. "Aesoc'h eo amañ da geñver rannvroioù all. Roet e vez boued deomp gant an embregerezhoù bras" , a zispleg Bernez, hag a zo o paouez resevout boestoù-mir pesked, profet gant Connétable.

Met evit sikour an holl dud-mañ eo ret kaout tud a youl-vat. Ma z'oc'h dedennet evit rein un tamm sikour e c'helloc'h mont e darempred gant skipailh Kemper.

Selaouit ar reportaj

Reportaj France Bleu e Ostaleri ar galon, e Kemper.