Économie – Social

RSI : "Ne ouiomp ket pelec'h e z'a an arc'hant-se"

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mardi 22 septembre 2015 à 7:11

Manifestadeg artizaned
Manifestadeg artizaned © Max PPP - Max PPP

Manifestet e oa bet dilun gant 1.700 den e-barzh straedoù Pariz. Klemm a ra an artizaned hag ar goñversanted rak an RSI, o surentez sokial dezho. Un teuliad-kinnigoù a zo bet roet d'ar gouarnamant gant daou zepute evit simplaat ar sistem-mañ.

"Poent bras eo cheñch penn d'ar vazh." Setu ar pezh a oa bet klevet e straedoù Pariz Dilun 21 a viz Gwengolo. Aet eo skuizh an artizaned hag ar goñversanted gant an RSI (Régime Social des Indépendants). 

"Ne gomprenomp ket perak eo ret paeañ ur skodenn dezho", eme Amélie, ur vaouez yaouank e penn an ti pizza O'vesuvio e Porspoder. Kalz re gêr eo an RSI hervez ar vaouez yaouank, gant ar skodenn e baeont bep miz d'an RSI e vefe moien dezho "'goprañ unan bennak". "Pa vez paeet 1.000€ d'an RSI e vez restaolet 400€ goude, digomprenus eo. Dreist-holl, pa vez goulennet arc'hant diganto eo diaes met pa c'houlennont arc'hant diganomp eo ret paeañ diouzhtu." 

"Bep taol e vanke ur paper dezho" 

Aet e oa skuizh ar blac'h yaouank a-enep an RSI pa oa bet klañv he gwaz. "Ret e oa bet din pellgomz pemp gwech, a zispleg Amelie, evit gouzout perak ne oa ket bet restaolet arc'hant dezhañ hag evit gouzout peseurt paperioù reiñdezho. Bep taol e respontent deomp e vanke paper-mañ-paper. C'hwec'h miz goude e oa bet roet an arc'hant deomp !"