Économie – Social

Ti Toutouig, evit ar vugale moutig

France Bleu Breizh Izel lundi 28 septembre 2015 à 20:12

Digor eo Ti Toutouig, un ti skoazellerezed-mamm nevez, e-kichen Gwengamp. Degemer a ra 12 bugel, en o zouez bugale ampechet... Ha klevet e vez brezhoneg ennañ.

Tri bloaz zo e oa bet kroget ar raktres gant peder maouez : sevel un ti skoazellerezed-mamm, evit degemer bugale. Abaoe 2010 e c'hellont bodañ evit labourat asambles en ul lec'h.

 Betek pevar anezho a c'hell degemer asambles 12 bugel. N'eo ket evel ur magouri, rak ez eus nebeutoc'h a vugale, met n'eo ket dres evel bezañ gant ur vagerez a zo o labourat hec'h-unan.

"Pouezus kenañ eo evidomp-ni ober an traoù asambles. Daou skipailh a zo, unan a ra war-dro ar re vihanañ, hag unan all evit ar re vrasañ. Ha cheñch a reomp, n'eo ket ar memes tud a ra atav war dro ar re vihan pe ar re vras" eme Anne Cécile Le gallou. 

Nebeutoc'h a skuizhder eo evit ar skoazellerezed, ha plijusoc'h eo ivez evit ar vugale. "Gallout a reomp eskemm diwar-benn penaos e c'hellfemp ober evit ma'z afe gwelloc'h an traoù, evit mont war raok. Ha mat eo ivez evit ar vugale".

Pevar raktres a-raok erruout e Sant-Eganton

Met a-raok ma errufe ar vugale ez eus bet graet ul labour bras evit sevel Ti Toutouig.  "Ret eo bet deomp kaout startijenn", eme Anne-Cécile. 

Ur raktres zo bet gant ospital Pabu, pe c'hoazh e tiez prevez, ha ret eo bet gweladenniñ meur a di a-raok kavout an hini a zere : un ti bras, gant ul liorzh, ha tost a-walc'h eus Gwengamp. Ha kavet eo bet e Sant Eganton, nepell eus an hent 12, met memestra war ar maez.

"Kompren a reont pep tra e brezhoneg hag e galleg, anat eo evito"

E Ti Toutouig e vez degemeret an holl vabigoù, ha memes bugale ampechet. un dra all a zo diheñvel amañ eus an tiez all : komzet e vez brezhoneg ouzh ar vugale. 

Teir eus ar peder skoazellerez-vamm o deus graet stummadurioù war ar yezh. "Evel just ne zeu ket toud ar babigoù eus familhoù ma vez komzet brezhoneg enno, met n'eo ket ur gudenn", eme Anne-Cécile. "_Met a_nat eo evito, a-benn ar fin. Gwelet e vez mat e komprenont pep tra e galleg hag e brezhoneg".

Ha c'hoant o deus magerezed Ti toutouig lakaat e pleustr raktresoù er maez eus an ti, da skouer mont da welout tud kozh e tiez retred pe bodoù-lojañ, evit krouiñ liammoù etre tud ar c'harter.

Selaouit reportaj Nolwenn Quioc