Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Économie – Social

Ur raktres gourmarc'had kenlabourus e Brest

lundi 29 janvier 2018 à 10:20 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Tud a youl vat hepken, produioù ar vro gant prizioù reiz : setu mennozhioù pennañ ar raktres gourmarc'had kenlabourus, e Brest. Un emvod a vo dimerc'her evit an dud dedennet.

"La louve", ur gourmarc'had kenlabourus e Paris.
"La louve", ur gourmarc'had kenlabourus e Paris. - Ti-kêr Paris

Brest, France

Tri miz zo oa bet skignet ur film e Brest diwar-benn "Food Coop" New-York. Ha kroget oa un toullad tud da soñjal e vefe brav sevel unan e bro Leon. War skouer hini ar Stadoù Unanet pe c'hoazh "La Louve" e Paris e vefe krouet. 

E-touez ar skipailh tud a youl vat mennet gant ar mennozh gourmarc'had kenlabourus emañ Marion Kerglonou. "Ar gourmarc'had zo un tammig evel ur genseurterez peogwir tu zo dit prenañ lodennoù ar stal, evit bezañ perc'hen. Ha pep kenlabourer 'neus da labourat, un tamm, er stal." 

Pep hini a c'hell labourat, a youl-vat, er stal

Ne vefe ket gopret implijiad ebet gant ar gourmarc'had. Tud a youl-vat a c'hellfe bezañ kasedour pe renkañ ar produioù er stal. Er gourmarc'had vefe tu kaout produioù lec'hel a-bep seurt. "Legumaj, frouezh, fourmaj met ivez produioù yec'hedoniez pe produioù evit ober ar menaj... evit ma vefe aes evit ar c'hlianted, evit m'o defe ket d'ober teir pe peder stal", a gendalc'h ar plac'h. 

Ar pal a vefe ivez kaout prizioù reiz evit an holl.   

Unnek raktres gourmarc'had kenlabourus a zo e Frañs d'ar mare-mañ. E Brest, n'eo nemet penn kentañ an avañtur. Klasket vez war lec'h tud dedennet, prest da reiñ un tamm sikour. "Gwellout a rimp barregezhioù pep hini, ha perak pas ober strolladoù bihan evit mont donnoc'h e-barzh ar gourmarc'had. Ret e vo deomp dibab peseurt produioù a vo ha gant piv e vezint produet. Piv a ra pep tra, a-benn ar fin".    

Dimerc'her 31 a viz Genver, da 8e noz, sal Charlie, er Pilier ruz, emvod war ar gourmarc'had kenlabourus.

E galleg

Un supermarché coopératif à Brest ? C'est l'idée d'un groupe qui organise une réunion d'information, ce mercredi, à 20h, salle Charlie au Pilier rouge. Sur le modèle de "La Louve" de Paris ou de "Food Coop" à New-York, il s'agit d'un magasin qui fonctionne uniquement avec des bénévoles. Le but : proposer des produits locaux, à des prix raisonnables.