Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Éducation

Bak e brezhoneg : soutenn a reont liseidi Diwan

lundi 25 juin 2018 à 19:29 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Hag-eñ vo difaziet arnodenn matematikoù an trizek lisead eus Diwan, respontet ganto e brezhoneg, digwener paset ? Evit lakaat ar rektordi da blegañ e klask tud soutenn anezho.

Manifestet eo bet gant liseidi Diwan evit kaout ar gwir respont e brezhoneg d'an arnodennoù.
Manifestet eo bet gant liseidi Diwan evit kaout ar gwir respont e brezhoneg d'an arnodennoù. - Bak e bzg

Bretagne, France

Echu eo ar vachelouriezh. Emañ bremañ ar gelennerien o tifaziañ ar c'hopiennoù. Met hag-eñ vo difaziet arnodenn matematikoù an trizek lisead eus Diwan, respontet ganto e brezhoneg, digwener paset ? Evit poent, respont ebet digant ar rektordi. Roet e vo da c'houzout an disoc'hoù d'ar 6 a viz Gouere.   

En ur c'hortoz emañ un toullad tud o sikour anezho. Soutennet int bet dija gant politikourien, evel Lena Louarn, dilennet er rannvro pe gant strolladoù sonerezh evel Les Ramoneurs de menhirs. Emañ bremañ ar stourmerien evit ar brezhoneg o klask sikour anezho.   

Ur sin vat eo evit dazont ar brezhoneg - Fabris Cadou

Gant Fabris Cadou, kelenner war ar brezhoneg, eo bet enrollet ur video, lakaet war Facebook. "Pouezhus eo, eme ar stourmer. Da gentañ penn e c'helfe bezañ ur gwir evit an holl Vretoned o deus heuliet studioù e brezhoneg, da dremen 'neus forzh peseurt arnodenn vije e brezhoneg." Evit Fabris Cadou, kalonnek eo al liseidi : "Ur sin vat eo evit ar brezhoneg gwellet tud yaouank mennet e mod-se." 

Kinnig a ra ar stourmer d'an holl enrollañ ur video : "Soutenit liseidi Diwan o deus tremenet an arnodenn matematikoù e brezhoneg evit o bachelouriezh ! Savit ur video souten c'hwi ivez !" a 'zeus tu lenn war Facebook.    

Reportaj Leo Rozé gant Fabris Cadou ha Maelan Jubin.

Mont pelloc'h ganti | Bac en breton : comment cela se passe-t-il ailleurs ?

E 2002 oa bet respontet e brezhoneg gant Maelan : "An disoc'h a oa bet mann"  

Emañ ur paotr all o soutenn liseidi Diwan, Maelan Joubin e anv. E kentañ klas e lise Diwan Karaez e oa, e 2002, pa 'noa respontet e brezhoneg d'an arnodenn matematikoù. An disoc'h ? "An disoc'h a oa bet mann." 

Deuet e oa a-benn Maelan da gaout e gopienn gant ar CADA, commission d'accès aux documents administratifs. Ha diskouezhet 'neus anezhi d'ur c'helenner war ar matematikoù. "Estimet 'neus ma notenn etre 8 hag 11 !"   

Skrivet e oa bet neuze gant Maelan d'ar rektordi. "Ar respont a zo bet roet din gant an akademiez a oa : votre copie de maths informatique est comme vous le savez rédigée en breton. Il est fort possible que votre correcteur n'a jamais appris le breton. Votre note reste de zéro sur vingt."   

Setu al lizher a oa bet kaset da Vaelan Joubin gant akademiez Roazhon - Aucun(e)
Setu al lizher a oa bet kaset da Vaelan Joubin gant akademiez Roazhon - Maelan Joubin

E fin ar gont, 'noa renket Maelan ober un eil bloavezh kentañ klas. Ma vije d'ober en dro ? "Marteze e c'hellfen". Emañ bremañ ar paotr yaouank o soutenn al liseidi, gant ar spi ne vo ket lakaet ur mann dezho.