Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Éducation

Deskadurezh | An distro en holl skolioù e Breizh ?

lundi 4 septembre 2017 à 8:34 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Abalamour da zigresk an implijoù sikouret ne vo ket aozet an distro-skol e-pep lec'h hiziv. Evel e Diwan.

Lakaet eo diaes Diwan gant digresk an implijoù skoazellet.
Lakaet eo diaes Diwan gant digresk an implijoù skoazellet. © Maxppp - François Destoc

Deiz an distro eo hiziv evit daouzek million skoliad e Bro C'hall. Met hag-eñ e c'hell mont ar skolioù en dro hep an implijoù skoazellet ?

Ar postoù-mañ a zo pouezhus kenañ evit Diwan da skouer. Digoret zo bet ur skol gant ar rouedad e Plougastel. Degemeret zo bet unnek bugel gant Annie, ar skolaerez. "Prest eo pep tra daoust d'an implijoù skoazellet digresket", a zispleg ar vaouez.

Er skol-mañ n'eus ket bet tu tutañ da vat daou implij skoazellet. Ar spi a zo gant ar skipailh hag ar gerent e vo klevet o stourm. War a seblant zo bet kaset ul lizher gant Richard Ferrand, deputed ha ministr kozh, d'ar gouarnamant.

Distro-skol ebet e Gwengamp hiziv

E skol Diwan Gwengamp e vo ret gortoz dimeurzh evit an distro-skol. Rak hiziv e vo manifestet a-enep digresk an implijoù skoazellet. Bodet e vo an dud adalek nav eur hanter dirak parklec'h ar skol.

Kemer a raio perzh er vanifestadeg holl skolioù diwan bro Dreger (Gwengamp, Lannuon, Boulvriag, Louaneg, Karaez, Plijidi ha Plounevez-Moedeg.

Evit an FSU, paeet eo re fall an implijoù skoazellet

N'eo ket laouenn an FSU gant an implijoù skoazellet. Paet fall int hag a verr dermen. Diskouez a ra memestra sindikad an deskadurezh publik gant ar biz an doare kriz ma z'int bet digresket.

Youn Leroy, ezel eus an FSU.