- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Infos
- Éducation
- Distro skol kognet er gêr , goude vakansoù ken kognet all .
Distro skol kognet er gêr , goude vakansoù ken kognet all .
Ablamour d'ar c'hovid 19 n'eo ket ken aes-se dispartiañ lusk ar vakañsoù diouzh hini ar skol a grog en dro hiziv . Evel kont amañ deomp Gwenn , 9 bloaz e CM1 hag he breur 6 vloaz e CE1. O daou e Diwan Kemper .

Da 'hedal gwir distro skol ar c'hlasoù azaleg an 11 a viz mae , echu eo ar vakansoù . Ha bec'h en dro gant ar pell labour skol . Start avat oa bet evit bugale zo troc'hañ da vat gant lusk ar skol. Rak stank oa ar skolidi o doa tapet dale. Evel Arzel , 6 vloaz e CE 1 , e Diwan Kemper.Setu ranket n ' eus ar paotrig kiañ un tamm a hed ar vakansoù. Gant Tadig ha mammig a bep eil. Ar gwir distro skol hervezañ vezo pa 'hello en em gaout en dro gant e gamaladed er porzh skol.
Terriñ lusk al labour skol n'eus graet vat din eme , Gwenn , c'hoar Arzel . Goude bezañ kaset un tamm labour skol ne doa ket bet amzet seveniñ kentoc'h , gellet deus diskuizhañ da vat. Pourmen muioc'h el liorzh ha tro dro d'an ti . Hiziv avat e ranko sevel abretoc'h . Plijout a ra dezhi studial deus ar mintin , hag un tamm goude mern. Echuiñ a ra he labour skol war dro 14e30 / 15e00. Diduamantchoù da heul , c'hoarioù ha pennadoù flapañ gant he 'hamaladezed dre bellgomz hezoug. Pellgomzadennoù hir mat darn anezho .
Ma France : Mieux vivre
Hausse généralisée du coût de la vie, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent ainsi une nouvelle consultation citoyenne intitulée “Mieux vivre”. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres.