Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Éducation

DIVIZ AR YAOU | Ha sikouret e vo ar skolioù divyezhek gant ar Stad ?

vendredi 22 juin 2018 à 16:17 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

E Penn-ar-Bed e oa Emmanuel Macron d'an 21 a viz Even. Embannet 'neus e vefe sikouret ar skolioù divyezhek gant ar Stad. Penaos eo bet degemeret an embanadenn-mañ e Breizh ? Setu ar goulenn savaret da vare Diviz ar yaou.

An tri rouedad a c'helfe bezañ sikouret muioc'h gant ar Stad.
An tri rouedad a c'helfe bezañ sikouret muioc'h gant ar Stad. © Maxppp - BEP Ouest-France / Béatrice Le Grand

Bretagne, France

"C'hoant em eus e vefe sikouret ar skolioù prevez, publik ha Diwan evit kavout diskoulmoù a-benn e padfe da vat an deskadurezh e brezhoneg",'neus embannet Emmanuel Macron, e Kemper, d'an 21 a viz Even. 

E-touezh ar sellerien e oa Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan. "Er mare-mañ emaomp o prientiñ an distro-skol, met gant peseurt arc'hant ? N'eo ket sklaer an traou c'hoazh. Ret eo kemer divizioù ha penaos e vo sikouret Diwan. Diskleriet eo bet gant ar prezidant e vefe kavet diskoulmoù padus. Ma 'neus c'hoant ober petra 'neus embannet, prest omp !" 

Gant memes soñj emañ Rémi Toulhoad, prezidant Divyezh. Labourat a ra kalz evit ma dremenfe mat an distro-skol o tont er skolioù publik. Emgavioù 'neus ha 'no gant ar c'hannaded ha kuzulierien ministr an deskadurezh. 

Selaouit en dro ouzh Diviz ar yaou

Deus embanadenn ar prezidant ha deus an deskadurezh e brezhoneg dre vras oa bet komzet da vare Diviz ar yaou, d'an 21 a viz Even. Pedet e oa bet ganeomp Rémi Toulhoad, prezidant Divyezh ; Paul Molac, kannad ar Morbihan ha Yannick Kerlogot, kannad Aodoù-an-Arvor. 

Lodenn 1 - Rémi Toulhoad, Paul Molac, Yannick Kerlogot

Ha sikouret e vo ar skolioù divyezhek gant ar Stad ?

Lodenn 2- Rémi Toulhoad, Paul Molac

Ha sikouret e vo ar skolioù divyezhek gant ar Stad ?