Éducation

Hag eñ e vo serret skolaj Kerichen, e Brest ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 21 septembre 2015 à 19:51

Gall' a rafe skolaj Kerichen serriñ en distro-skol o tont.
Gall' a rafe skolaj Kerichen serriñ en distro-skol o tont. © Radio France - Nolwenn Quioc.

Manifestiñ a rae hiziv kelennerien skolaj Kerichen, e Brest. Ankeniet int rak e c'helfe ar skol bezañ serret e miz Gwengolo 2016. Setu ar pezh a oa bet embannet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed.

"N'omp ket a-du evit serriñ ar skolaj." Setu ar pezh a zo bet skrivet war ur seizenn, lakaet dirak ar skolaj Kerichen, e Brest. N'eus ket bet kentelioù hiziv met labouret ez eus bet memestra. "Kinniget zo bet d'ar skolajidi atalieroù a bep seurt, eme  Bruno Robert, kelenner war an arzoù kaer. Lakaet hon eus ar skolajidi da lavar petra zo en o fenn."

"Trubuliet eo ar skolajidi gant ar pezh a c'hoarvez" Bruno Robert, kelenner

Divizet eo bet gant ar C'huzul departamant serriñ ar skolaj a-benn miz Gwengolo 2016 'rak eza war zigresk an niver a skolajidi. Ankeniet eo neuze ar gelennerien hag ar re yaouank. "Talvoudus eo eskemm gant ar skolajidi, a gendalc'h ar c'helenner.Trubuliet int, ankeniet int gant ar pezh a c'hoarvez er skolaj. N'eo ket bet lavaret kalz traou war dazont ar skol, nemet e vo serret a-benn ur bloaz."

Bruno Robert, kelenner war an arzoù kaer, e Brest.


Gortoz a ra neuze Bruno Robert e vefe displeget muioc'h gant ar c'huzul departamant. "Goulennoù a-bep seurt hon eus da sevel."

Ur pik-nik a vo aozet diriaou

Dimeurzh e vo adkroget gant ar c'hentelioù boutin. Kenderc'hel a raio ar stourm, memestra, evit ma chomfe digor ar skolaj. Aozet e vo ur piknik diriaou evit kejañ gant tud ar skolajidi ha displegañ dezho pezh zo o c'hoarvezout.

Ur pik-nik a vo aozet diriaou, er skolaj. - Aucun(e)
Ur pik-nik a vo aozet diriaou, er skolaj. - DR