Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

N'eo ket gwall blijet al liseidi gant al lec'hienn nevez Parcoursup

-
Par , France Bleu Breizh Izel
Landerneau, France

Benn Dilun, d'an 22 a viz Genver, e c'hello an dermenidi mont war al lec'hienn Parcoursup. Tu 'vo dezho dibab peseurt studioù a vo heuliet ganto ur wech tapet ar vachelouriezh ganto. Met n'eo ket gwall blijet al liseidi gant al lec'hienn nevez-mañ.

Abaoe dilun eo digor al lec'hienn internet Parcoursup
Abaoe dilun eo digor al lec'hienn internet Parcoursup © Radio France - Aurélien Morissard

Digor eo Parcoursup abaoe Dilun tremenet. War an 11 lisead e klasad divyezhek an Elorn, e Landerne, unan hepken a zo bet war al lec'hienn dija. "Kempennet brav eo bet al lec'hienn met n'eo ket aes da gompren pep tra pa z'ez evit ar wech kentañ war Parcoursup", eme Kelig. 

Benn Dilun e c'hello al liseidi embann o c'hoantoù.  Gall a rint ober dek dibab, ar pezh a zo neubeutoc'h eget er bloavezhioù tremenet. Plijet eo Lucie gant ar fed "ne vije ket urzh ebet er c'hoantoù". Met ne oar ket Telio penaos 'vo kavet gantañ "dek choaz, pevar am eus evit poent, hag a-walc'h eo d'am soñj'"

Ar gelennerien a c'hello lavar n'eo ket uhel a-walc'h al live evit mont e skol mañ skol - Delhio, lisead

Betek an 13 a viz Meurzh o d'o al liseidi evit leuniañ al lec'hienn. Goude-se e vo roet e soñj gant ar c'huzul klas. Met n'eo ket plijet al liseidi gant an nevezenti-mañ. "Ar gelennerien a c'hello lavar ma n'eo ket uhel awalc'h al live gant ar grennard evit mont e skol-mañ-skol", a soñj Delhio. A-du eo Anna gantañ : "Posubl e vefe deomp bezañ plijet bras gant ur stummadur met gall a raio bezañ nac'het gant ar gelennerien." 

Adalek dilun o tont e c'hello al liseidi leuniañ al lec'hienn Parcoursup.
Adalek dilun o tont e c'hello al liseidi leuniañ al lec'hienn Parcoursup.

Ma n'eo ket bet kelaouet kalz ar re yaouank war Parcoursup, n'eo ket bet stummet ar re vras kennebeut. "D'am soñj e rankfe ar ministrerezh kas tud amañ el lise evit displegañ deomp penaos ober. N'eo ket deomp-ni da c'houzout pep tra, a zispleg Hervé Maubian, kelenner war ar brezhoneg e Landerne. Pa vez komz eus dazont tud memestra eo a-bouez." 

Ur frapad amzer o d'o memestra al liseidi a-benn leuniañ Parcoursup.  Adalek fin miz Mae 'vo kaset respontoù dezho. Ur prantad berr a-walc'h o d'o evit asantiñ, pe get, ar studioù a vo kinniget dezho.

Posupl eo selaou ar reportaj

Ar reportaj e lise an Elorn, e Landerne, gant al liseidi.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess