Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Éducation

Penaos cheñch sell ar re yaouank war ar repuidi ?

lundi 2 avril 2018 à 17:40 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

A-hed ar sizhun e labour skolidi Sant-Frañsez, e Lesneven, war tem an divroañ. Kejañ a reont gant tud divroet ha tud a sikour anezho er vro. Tro o deus bet ivez da sellet ouzh ar film "Open the border".

Aet eo Mikael Baudu e darempred gant ar skolajidi.
Aet eo Mikael Baudu e darempred gant ar skolajidi. © Radio France - Pauline Kerscaven

Lesneven, France

Leun chouk eo unan eus salioù bras Sant-Frañsez, e Lesneven. Emañ ar filmOpen the border o paouez bezañ diskouezhet d'ar re yaouank, e pevare klas.  

Buhez Saïf ha repuidi all, o klask mont betek bro Alamagn a zo kontet gant ar sevenner Mikael Baudu. Skeudennoù kreñv 'neus merket Léna : " Diaes e oa fotoioù ar vugale marv." 

Gant Yaël zo bet savet goulennoù da Vikael Baudu. "Gwellet e vez reportajoù war an tele. Gant ar film-se e vez gwellet mat ar pezh a vez bevet gant ar repuidi. Traou nevez a zo bet disoloet ganin", eme ar paotr yaouank.  

Gurvan, Jeanne ha Robin a zo bet merket gant "Open the border".

Ar re yaouank a zaio ivez e darempred gant ar repuidi

A-hed ar sizhun e labour ar skolajidi war tem an divroañ. "Mont a rint ivez da gejañ ouzh repuidi, a zo o chom er vro, ha gant tud a sikour anezho, a zispleg Glaouda ar Breton, kelenner war ar brezhoneg e Sant-Frañsez. Tro o do ivez sevel filmoù bihan." 

Kelenner war ar brezhoneg eo ivez Serj ar Rouz : "Pal ar sizhun a zo ivez skarzañ toud ar c'hlicheoù. Lod deus ar re yaouank a soñje e oa ar repuidi tud o vevañ er meuriad, er menezioù hag ar re se piv int a-benn ar fin ? Tud eveldomp !" 

Selaouit ouzh ar reportaj savet e Sant-Frañsez.

Bep tro eo plijet Mikael Baudu mont da ginnig "Open the border". Ha tu zo c'hoazh sellet outañ, war Youtube.