Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Éducation

Skolig al louarn : un diskoulm evit derc'hel gant ar mirdi ?

vendredi 13 novembre 2015 à 16:20 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Depuis deux ans, l'association qui gère Skolig al louarn est à la recherche d'un nouveau souffle. Plutôt que de voir le musée mourir, le président et la mairie ont décidé de fusionner le musée avec la nouvelle médiathèque de Plouvien.

René Montfort eil-maer Plouvien
René Montfort eil-maer Plouvien © Radio France - Nolwenn Quioc

Plouvien, France

Krouet e oa bet Skolig al louarn e 1975 gant Ana-Vari Arzur. Dastumet e vez abaoe binviji pe traoù eus buhez pemdeziek ar Vretoned. Met start e oa deuet evit ar gevredigezh derc'hel gant al labour abaoe ma oa aet da anaon ar seurez, e 2009. Skuizh e oa an holl gant al labour-mañ, setu, abaoe daou vloaz e oa ar gevredigezh o klask ur prezidant nevez, met den ebet ne oa savet a-du evit bezañ e penn ar mirdi. 

"D'un tu e vo ar vediaoueg ha d'an tu all diskouezadegoù merret ganeomp", Michel le Goff bet prezidant ar gevredigezh 

Euruzamant e vefe bet kavet un diskoulm evit ar mirdi. Benn "daou pe dri bloaz" e vo savet ur vediaoueg nevez gant an ti-kêr. Divizet eo bet neuze e vefe savet e savadur Skolig al louarn. Dafar ar mirdi a vo lakaet a-gostez hag ur sal a vezo implijet evit sevel "diskouezadegoù berr-amzer". "Diwar-benn al laezh, al labour-douar, ar milinoù, ha kement a sujedoù all" a zispleg René Montfort, eil-maer Plouvien. 

Setu, d'un tu e vezo ar "bibliothèque" ha d'un tu all e vezo diskouezadegoù savet diwar dafar Skolig al louarn. Michel Le Goff, bet prezidant ar gevredigezh, a gav mat an diskoulm-se. "Plijout a ra deomp e vefe lakaet al levrioù hag ar sevennadur er memes ti " emezañ.