Tud skolajoù Kommana ha Kerichen o stourm
Petra 'vo dazont skolajoù Kommana ha Kerichen e Brest ? Stourm a reont tud Kommana ha Kerichen evit mirout ho skolajoù. Ar c'hoant zo gant kuzul departamant Penn-ar-Bed serriñ anezhe evit an distro-skol 2016.

Un emvod oa bet ar mintin-mañ (d'ar Gwener 27 a viz Kerzu) etre ur tud kommana, an ensellerezh akademi hag ar c'huzul departamant e Kemper. C'hoant 'neus an departamant serriñ ar skolaj a-benn an distro-skol o tont... Perak ? Rak n'eus ket trawalc'h a vugale : 67 skoliad ar bloaz-mañ. Met evit tud ar gumun eo diaes kompren an diviz-mañ. E-touez an dud oa deuet ar digwener mintin e Kemper e oa Andre Ledan. Emañ o chom ha labourat a ra e Kommana. Evitañ n'eo ket an niver a vugale un abeg mat evit serriñ ar skolaj.
An emvod en ensellerezh akademi en deus padet un eurvezh hanter... pep hini en deus kinniget e vennozhioù, met n'eo ket bet kavet diskoulm ebet. Kejañ a raio strollad tud Kommana gant o depute, Gwenegan Bui, d'al Lun 30 a viz Kerzu.
Ha digwener da noz ez eus bet ur vanifestadeg war ar plasenn ar Frankiz e Brest evit Skolaj Kerichen. Daou c'hant per-ugent skolajiad 'zo ar bloaz-mañ, nebeutoc'h eget ar bloavezhioù paseet. Setu perak 'neus c'hoant an departamant serriñ ar skolaj ivez ar bloaz o tont... Tro 200 den, neuze oa bodet dirak ti-kêr Brest digwener da noz. Evit klask pouezañ war an ti-kêr, eme Bruno Robert, kelenner e skolaj Kerichen.
Ma France : Mieux vivre
Après vous avoir interrogés sur les "économies d'énergie", nous avons choisi de nous intéresser à vous, via cette nouvelle consultation citoyenne, lancée avec Make.org . Que faites-vous ou que voudriez-vous faire pour améliorer la qualité de votre quotidien, de votre vie même ? Bien-être, activités physiques, alimentation, activités créatives, voyages, réorientation professionnelle, changement de vie, valeurs familiales, etc. : partagez avec les autres vos bonnes idées, actions et réflexions.