Éducation

Vakañsoù an Hollsent | Nag a dudi er c'hamp gant ar vugale

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 21 octobre 2015 à 19:28

Plijus eo dastum ar vioù !
Plijus eo dastum ar vioù ! © Radio France - Pauline Kerscaven

Ne vez aozet nemet ur c'hamp vakañsoù gant an Ubapar da vare vakañsoù an Hollsent. Bodet zo bet ur pemzek bennak a vugale e ti-feurm Tremargad, e Aodoù an Arvor. Plijadur o deus da zisoleiñ al loened ha da varc'hegañ.

E vakañsoù emañ d'ar mare-mañ ar vugale. Hag ur c'hamp e brezhoneg a vez dalc'het e Tremargad, nebell deus Rostrenn. Ha nag a blijadur o deus ar re vihan da zizoleiñ an ti-feurm, da c'horoiñ ar saout, da fardañ yod evit ar pimoc'h, da reiñ greun d'ar yer pe da varc'hegañ.

Bemdez ez a ar vugale da vac'hegañ.  - Radio France
Bemdez ez a ar vugale da vac'hegañ. © Radio France - Pauline Kerscaven

A-hed ar bloaz e vez kinniget kampoù e mod-se d'ar vugale ha d'ar re vras ivez. _"_Hag ar pal a zo lakaat anezho d'ober traou", a zispleg deomp Dorig Kras, paisan e ti feurm Tremargad.

Dorig Kras, paisan ti-feurm Tremargad.

Abaoe un neubeud bloavezioù e vez kinniget stajoù gant ti-feurm Tremargad.  - Radio France
Abaoe un neubeud bloavezioù e vez kinniget stajoù gant ti-feurm Tremargad. © Radio France - Pauline Kerscaven

Selaouit ar reportaj gant ar vugale ! 

Ar reportaj gant ar vugale.

Ur yar-spagn a vez flouret gant ar vugale.  - Radio France
Ur yar-spagn a vez flouret gant ar vugale. © Radio France - Pauline Kerscaven
Ur c'hi a zo ganet n'eus ket pell zo !  - Radio France
Ur c'hi a zo ganet n'eus ket pell zo ! © Radio France - Pauline Kerscaven