DIVIZ AR YAOU : Joe Biden eo prezidant nevez ar Stadoù Unanet
Nevez dilennet eo bet Joe Biden da brezidant Amerika, goude m'eo chomet Donald Trump 'pad 4 bloaz e penn ar vro. Wayne Mockerman 'zo ganeomp emberr evit astenn ar gaoz, ezel eo eus an arme amerikan.
Aon o doa lod, met tremenet eo mat ar cheñchamant prezidant benn ar fin, aet eo kuit Donald Trump eus an Ti Gwenn, laosket en eus e blas da Joe Biden hep lavarout grik.
Ha souezhet eo bet ar boblañs amerikan ?
Hag ez eus dija divizoù nevez bet kemeret gant Joe Biden ?
Wayne Mockerman a sikour ac'hanomp da gompren hiroc'h diwar-benn ar Stadoù Unanet.
Selaouit Diviz ar Yaou en-dro, gouestlet d'ar Stadoù Unanet
Diviz ar Yaou, bep sizhun etre 7e ha 7e30, war-eeun, war France Bleu Breizh Izel