E brezhoneg - Tro Breizh war varc'h houarn da zizoleiñ disoc'hoù enep d'al lastez
Loc'het eo Claire Cariou eus Ploeneg, e bro ar C'hab, disadorn tremenet. E-pad daou viz hanter e foeto bro da zizoleiñ disoc'hoù embregerezhioù, kevredigezhioù ha skolioù da nebeutaat o lastez.
Disadorn tremenet eo kroget Claire Cariou gant he zro Breizh an disoc'hoù enep d'al lastez. Loc'het eo eus Ploeneg, e Penn ar Bed, d'ober un droiad a bado daou viz hanter. Pal ar veaj : dizoleiñ an disoc'hoù bet kavet gant embregerezhioù, kevredigezhioù pe strollegezhioù lec'hel da zigreskiñ al lastez produet ganto.
E penn ur gevredigezh hag un embregerezh, anvet "Côte Waste" o div emañ Claire. A-hed he beaj he deus kejet dija gant ul labourer-douar e Gwengad a ra gant produoù lec'hel, hag ur geginerez e Douarnenez he deus savet ur "food-truck" gant nebeut a lastez. E Lokorn e weladenno an embregerezh Cadiou, a sav porastelloù. "Graet 'vez strivoù eno evit digreskiñ al lastez, emaint o vont da zisplegañ din penaos 'vez graet ganto."
Ur levr e fin ar veaj
A-raok krog gant he zro he deus graet ur galv war ar rouedadoù sokial, da gavout embregerezhioù, kevredigezhioù pe emsavadurioù publik o deus kavet disoc'hoù da vihanaat an niver a lastez produet ganto. Ouzhpenn daou c'hant anezho o deus respontet dija, pezh a ziskouez eo deuet ar gudenn da vezañ pouezus evit ur bern tud, a soñj dezhi. "An dud en em rent kont omp aet re bell. Produiñ nebeutoc'h a lastez, tamm ha tamm, se 'zo un dra modern, se 'zo an dazont."
Ha spletus eo evit an embregerezhioù : "gant Cadiou eo bet espernet ur bern arc'hant en ur broduiñ nebeutoc'h a lastez. N'o deus ket ezhomm ober war-dro ken !"
Selaouit ouzh Claire Cariou o tisplegañ pal he raktres
A-hed he beaj e posto Claire keleier war pajennoù Facebook hag Instagram Côte Waste, ha war lec'hienn an embregerezh. Goude e skrivo ul levr, a renablo an holl zisoc'hoù he do gwelet war he hent. "Ar pal eo diskouez eo posubl, reiñ skouerioù fetis evit ma vefe klasket gant tud all". Tu 'zo heuliañ Claire war-eeun war he lec'hienn, ha mont da veloiat ganti ma tremen tost d'ho ti.