Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Marc'h houarn , covid 19 : Ur mat evit un drouk.

Par

Aesoc'h a galz eo mont ha dont gant ar marc'h houarn abaoe penn kentañ ar prantad kognañ. Sed aze ar pezh a zispleg Uisant Kreker ezel ar gevredigezh "kernavelo" , ha paotr ar strollad politikel "Kemper Asambles". Digarez gant an den pleustriñ war ur steuñv marc'h houarn evit bro Gerne .

Uisant kreker Uisant kreker
Uisant kreker - jañ Luk bergot

Aesoc'h a galz eo mont ha dont gant ar marc'h houarn abaoe penn kentañ ar prantad kognañ. Sed aze ar pezh a zispleg Uisant Kreker ezel ar gevredigezh "kernavelo" , ha paotr ar strollad politikel "Kemper Asambles". Digarez gant an den pleustriñ war ur steuñv marc'h houarn evit bro Gerne .Displegañ a ra Uisant pegen kollet oa ar stat e penn kentañ ar c'henfinañ evit pezh a zelle an dud o vonedoneañ war varc'h houarn. Kastizet darn war varc'h houarn gant ar polis peogwir ne implijent ket o c'harr-tan o doa el lab. Ha souplaet ar reolennoù a nebeudoù en o 'heñver. Souezhusat tra en em dreiñ a ra environement muioc'h muiañ a dud war an doare eokologel-ze da vont ha dont. Niverusoc'h da skwer  implijidi ospital Kemper o vont war varc'h houarn da labourat 'pad ar c'henfinañ. Ken ez eo krog tud e karg an ospital d'en em soñjal da vat, penaos broudañ ar 'hopridi da implijout stankoc'h ar velo. Cheñch penn d'ar vazh zoken 'hellfe ober ar stat eta goude ar pennad kognañ o kemer muzulioù evit diorenn implij ar marc'h houarn. Un tamm sport ne ra ket a zrouk evit talañ ouzh ar c'hovid 19. Ablamour ivez d'ar saotradurioù o tont eus aezhennoù kefluskerien ar c'hirri tan a zikourfe ar c'horonavirus da redek buhanoc'h.Ouzhpenn-se  vefe torret lañs ar c'henweturañ , pa ne zoujfe ket ken ouzh ar reolennoù yec'hed , pa vez berniet re a dud er memes oto. Re dost an eil re ouzh ar re all.

Publicité
Logo France Bleu
loading

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

Publicité
Logo France Bleu