Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Faits divers – Justice

Seizh vloaz toull-bac'h e afer "Ar Minuit"

mardi 3 novembre 2015 à 20:45 France Bleu Breizh Izel

Kavet o deus an touidi e oa kirieg an den a oa barnet abaoe dilun e lez-azezoù Penn ar Bed. Tamallet e oa da vezañ taget ar stal vutun ha kazetennoù "Ar Minuit" e Brest e 2012.

Lez-varn Kemper, lec'h ma oa barnet afer "Ar Minuit"
Lez-varn Kemper, lec'h ma oa barnet afer "Ar Minuit" © Maxppp - PHOTOPQR/LE TELEGRAMME

Finistère, France

Ar barnedigezh zo bet roet gant an touidi dimeurzh da noz e lez-varn Penn ar Bed e Kemper : seizh vloaz toull-bac'h, hag arabat kaout armoù e-pad 5 bloaz, evit an den a oa barnet abaoe penn-kentañ ar sizhun. 

Nebeutoc'h eo eget ar pezh a oa bet reketet gant an alvokad-meur, a c'houlenne 12 vloaz toull-bac'h, hag e vefe arabat d'an tamallad bezañ o chom e Penn ar bed, dre ma oa bet kondaonet 10 gwech dija gant ar justis e aferioù all. Met an touidi zo bet levezonet gant alvokad an difenn, hag a lavare e oa c'hoarvezet an traoù abalamour da gleñved ar paotr yaouank.

Rak skizofren eo an den, oadet a 25 bloaz, hag abaoe ma oa 16 vloaz ez ae alies da chom en ospital. Meur a wech e oa bet e hini Bohars, e-kichen Brest, a zo mailh war c'hleñvedoù ar spered. Abaoe pell en doa louzoù ivez, met n'en doa ket kemeret anezho d'an 13 a viz Kerzu 2012, pa oa aet da dagañ ar stal-vutun. Ha memes ma oa bet goulennet gant an alvokad meur hag hini rennerien ar stal nompas lakaat an afer-mañ war chouk ar c'hleñved, eo bet klevet memestra alvokad an difenn. 

Bremañ en deus ar prokulorezh 10 devezh evit mont a-enep an diviz-se hag ober engalv.