Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Dilennadeg europeat : ar yaouankiz troet da votiñ evit an ekolojisted

Par

Abaoe un neubeut mizvezhioù e vez gwelet ar re yaouank o vanifestiñ e straedoù ar vro. Frouezus eo bet al luskad "Youth for climate" evit an ekolojisted. Rastellet o deus 13,5% deus ar mouezhioù en dilennadeg europeat e Bro Frañs. Lennit'ta amañ pennadoù-komz gant breizhiz yaouank.

Les jeunes, principalement des lycéens, ont parcouru le centre de Quimper une bonne partie de l'après-midi
Les jeunes, principalement des lycéens, ont parcouru le centre de Quimper une bonne partie de l'après-midi © Radio France - Nolwenn Quioc

Anat eo n'int ket bet holl da votiñ. "Nann, ne meus ket votet, n'on ket ur c'heodedour mat" a respont ur paotr yaouank deomp. "Kaset em eus va faperioù evit votiñ re ziwezhat" eme unan all. Met anat eo war ar memestra tro ez eus bet kalzig a dud yaouank o vont da lakaat ur baperenn wer er boestoù vot. Kasi 25% deus an dud etre 18 ha 25 bloaz o defe votet evit an ekolojisted hervez ur sontadeg Ipsos.

Publicité
Logo France Bleu

Manifestiñ ha votiñ

Bet eo bet Loreena da vanifestiñ evit difenn an hin er sizhunvezhioù tremenet. Disul he deus votet evit an ekolijisted : "ouzhpenn an ekologiezh int dedennet gant ar c'hudennoù sokial, an divroidi... hag evidon eo pouezus tre ar sujedoù-se ivez". Votet he doa dija ar studierez evit EELV e 2017 ha laouen eo o welet ez eus 13,5% deus an dud mouezhiet evit an ekologourien. Fiziañs he deus e c'hello bremañ an dilennidi nevez lakaat he mouezh da vezañ klevet er Parlamant. "Berzh o deus graet ivez e Bro Alamagn , e Bro Iwerzhon, en Izel-vroioù, n'omp ket omp-unan !

Votet en deus ivez Maël, 21 bloaz, evit EELV. "Pouezus e oa evidon votiñ evit ul listennad o tifenn an ekologiezh met ivez, ar pezh a oa mat,  eo o emglev gant R&Ps (régions et peuples solidaires)." Studier eo Maël e skol an INSA e Roazhon ha kemer a ra perzh en emsav Youth for climate. Arouezius eo evitañ gwelet o tiwanañ ur stourm ekologel en e skol. "Alies er skolioù ijinour ne vez ket komzet diwar-benn ar bolitikerezh hag ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ eo bet lañset ur strollad evit aozañ bep gwener manifestadegoù, atalieroù, prezegennoù war difenn an endro."

Mont pelloc'h gant ar stourm 

"Etre daou" emañ memestra Airelle. Studial a ra e skol-veur Roazhon efedoù cheñchamant an hin war ar glad. "Eveljust" he deus votet evit listennad Yannick Jadot. Met hervezi n'eo ket "dreist, dreist" an disoc'hoù. 10 poent lañs a zo gant ar Rassemblement National war listennad EELV-R&Ps. 

Romaric, 19 vloaz, zo perzh el luskad Youth for climate e Brest hag hervezañ n'eo ket tout rastellad mouezhioù. Ret eo mont pelloc'h gant ar stourm hervezañ. "Ni n'omp ket evit ur c'hapitalism gwer. Ret eo kompren omp o vevañ war ur blanedenn termenet ha ne c'hellomp ket produiñ dibaouez." Ha zoken e EELV ez eus tud a sav c'hoazh evit cheñch ar sistem e plas eilpennañ anezhañ eme ar studier yaouank war ar matematikoù. 

Gwelet e vo marteze a-walc'h d'an 21 a viz Gwengolo, Romaric, Airelle, Maël ha Loreena e straedoù ar vro. Galv 'zo da vanifestiñ c'hoazh evit difenn hor flanedenn. 

Ma France : s'adapter au coût de la vie

Vous constatez l'augmentation constante des prix et la diminution de votre pouvoir d'achat ? Vous avez trouvé des astuces, des bons plans, vous avez changé certaines de vos habitudes pour vous adapter à l'inflation ? Réparation, covoiturage, location, échanges de services... France Bleu, en partenariat avec Make.org , vous invite à partager vos idées originales et solutions concrètes du quotidien, et à donner votre avis sur celles d'autres citoyens. Trouvons ensemble les moyens de faire face à la vie chère !

Publicité
Logo France Bleu