Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Diviz ar Yaou - Giscard e Ploermael, ur bazenn gentañ evit ar brezhoneg ?

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Dans le débat en langue bretonne cette semaine on discute des liens qui unissaient la Bretagne à Valérie Giscard d'Estaing, mort ce mercredi 2 décembre à l'âge de 94 ans. En 1977, il avait donné un statut aux langues et culture de Bretagne, ouvrant ainsi la porte à la reconnaissance de l'Etat.

Valérie Giscard d'Estaing e Ploermel e miz C'hwevrer 1977
Valérie Giscard d'Estaing e Ploermel e miz C'hwevrer 1977 © AFP - © AFP

Aet eo da Anaon Valérie Giscard d'Estaing dimerc'her, an 2 a viz Kerzu. Oadet e oa a 94 bloaz, klañv e oa gant ar C'hovid-19. 

Arc'hant evit goprañ tud a labour war sevenadur ha yezhoù Breizh

Pa oa prezidant, etre 1974 ha 1981, e oa deuet meur a wech da Vreizh. Met ur brezegenn en deus merket istor ar Rannvro : hini Ploermael, e miz C'hwevrer 1977. Anavezet e oa evit ar wech kentañ gant ar Stad gall e oa eus sevenadurioù ha yezhoù all e Frañs. Goude ar brezegenn-mañ e oa bet lakaet e plas Karta sevenadurel Breizh

Ur bazenn bouezus evit ar vro, hag en deus cheñchet traoù, eme Lena Louarn, besprezidantez ar Rannvro e-karg eus ar yezhoù, a oa stourmerez evit ar yezh dija d'ar poent-se. Gant ar garta ez eus gellet goprañ tud, pa ne oa nemet tud a-youl vat betek-hen er c'hevredigezhioù a laboure evit ar sevenadur hag ar brezhoneg. War-lerc'h e oa bet krouet Kuzul sevenadurel Breizh, Skol Uhel ar Vro hag an Ajañs sevenadurel teknik

"A-raok ne oa netra, gwir eo, met n'eo nemet un draig" a respont Bernez Rouz. Evitañ eo bet pouezusoc'h c'hoazh an digreizennañ a zo deuet war-lerc'h, er bloavezhioù 1980.

Diviz ar Yaou : Giscard ha Breizh - Lodenn kentañ gant Lena Louarn ha Bernez Rouz

Pouez tarzhadennoù an FLB hag ar stourmoù sokial

Prezegenn Giscard d'Estaing e Ploermael n'eo ket deuet eus neblec'h. An aergelc'h e Breizh a oa tenn d'ar mare-se, ha kalz muioc'h a feulster a oa, e Frañs met ivez en Europa, a zispleg Erwan Chartier deomp, kazetenner hag istorour bet labouret gantañ war stourmoù Breizh, e eil lodenn Diviz ar Yaou. 

Tarzhadennoù an FLB o deus lakaet war-wel goulennoù ar Vretoned, met bez e oa ivez stourmoù sokial hag an emsav sevenadurel a oa diaes da chom hep respont dezho. 

Diviz ar Yaou : Giscard ha Breizh - Eil lodenn gant Lena Louarn ha Bernez Rouz

E Breizh e chom ivez prantad prezidant Valérie Giscard evel bloavezhioù ar stourm a-enep d'ar raktres kreizenn nukleel e Plougoñ.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess