- Accueil
- Bretagne
- Infos
- Faits divers - Justice
- EN BRETON | Lagad ar web
EN BRETON | Lagad ar web
Chaque soir nous vous proposons le meilleur du web en langue bretonne. Ce mardi on taille à Brest même !

Fent ti zef 'zo da gaout 'barzh Lagad ar Web hiziv
A-dra-sur e anavezit ar ganaouenn mil-vrudet-mañ...
Lambé an dro, tube mil-vrudet ar strollad Matmatah, a Vrest evel-just.
War Youtube 'zo deus un den... Jean-Michel Lambé . Nevez savet eo e chadenn, gant videoioù o treveziñ Lambé an dro gant Matmatah.
Peadra 'zo da c'hoarzhin, n'eo ket gwir ? Kit da deurel ur sell hag ur skouarn, talvezout a ra ar boan. Lambé an dro war don Ameno gant Era, al Lambada ha me 'oar.
Ra vo hir buhez micher Jean-Michel Lambé. Sur 'vo gwelet war dachenn Kerampuilh un deiz bennak. Nemet 'vefe hepken e Brest...
Ur ger a-berzh an embanner Skol-Vreizh bremañ
Nag a drouz, nag a drouz war ar rouedadoù sokial gant afer al levr diwar-benn ar bezhin glas gant Inès Léraud ha Pierre Van Hove.
Sach blev dre Twitter etre Loic Chesnay Girard ha Marc Le Fur da-skouer.
Emañ an embannadennoù Skol-Vreizh o paouez embann e soñj evit taolenniñ perak n'eo ket bet embannet ar bann dreset e brezhoneg.
N'eus ket afer a « gontrollerezh » eme an embanner. N'eo ket bet paket an dibab da vont e darempred gant ar skrivagnerien, an embanner. N'eus bet savet goulenn sikour ebet digant Kuzul rannvro Breizh.
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !