Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

EN BRETON | Lagad ar web

Par

Chaque soir nous vous proposons le meilleur du web en langue bretonne. Ce mercredi, zoom sur une belle vidéo collective du Trio EDF.

Diwar intrudu an triad EDF eo bet savet ar raktres Diwar intrudu an triad EDF eo bet savet ar raktres
Diwar intrudu an triad EDF eo bet savet ar raktres - Mary Le Lez

"Bugale ar bloaz 2100" : Bodet arzourien ar vro en-dro d'an triad EDF

Kazi 50 arzour a Vreizh bodet evit ur ganaouenn. Setu 'pezh 'zo da wel' war YouTube a-drugarez d'an triad EDF, Ewen, Delahaye, Favennec. "Les enfants de l'an 2100", setu anv ar ganaouenn vrav troet war-zu an amzer da zont ha digor war ar bed.

Publicité
Logo France Bleu

Dan ar Braz, Clarisse Lavanant, Sylvain Giro, Jean-Louis Jossic, Morwenn Le Normant pe c'hoazh Yannig Noget... Kalz arzourien a Vreizh o deus kemeret-perzh er raktres, enrollet pep hini er gêr e miz Ebrel.

Kaerat kanaouenn, da wel' ha da selaoù war YouTube .

Ha fent a zo war Facebook e brezhoneg

Ya, fent, komprenet p'eus mat... Aze ec'h embannin ma soñj-me krak ha berr rak peurliesañ, war ar strollad Facebook e brezhoneg , o vodañ ouzhpenn 10600 ezel memestra, e vez, d'am meno muioc'h a sach-blev eget a fent.

Boñ... Zoken gant ar pezh 'maon o vont da gontañ deoc'h 'zo trouz, met ar fent eo a fell din lakaat war-wel.

Yan mab Yan a zo krog da skignañ skritelloù brav da lakaat an dud da c'hoarzhin, 'vel : Jean-François, parizian, a fell dezhañ mont en un toull-noz... En em gavet eo e fest-noz Ai'Ta !

Yan Mab Yan a sav skeudennoù fent e brezhoneg - Capture écran Facebook

Dav laret memestra n'eo ket disi ar brezhoneg, hag ar fazioù a lak kounnar ruz e beg tud 'zo.

Ma, deus ma zu ec'h alian deoc'h mont da deurel ur sell ouzh skeudennoù fentus Yan mab Yan .

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

Publicité
Logo France Bleu