Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Lagad ar web

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Lagad Lemm nous propose de magnifiques photographies ce jeudi.

Aodoù bro Dreger a zo lakaet kaer war-wel gant Bleunvenn
Aodoù bro Dreger a zo lakaet kaer war-wel gant Bleunvenn - Lagad Lemm Photography

Kaerat skeudennoù

Ha taolomp ur sell gant hol lagad lemm just a-walc'h. Kinnig a ran deoc'h dizoloiñ ar bajenn Facebook « Lagad Lemm Photography ».

Bleuvenn Konan a zo foeterez bro ha tregeriadez. Ha barrek ken ha ken pa 'vez ur beñveg foto etre he zaouarn. Burzhudoù Breizh, ar baradoz pe c'hoazh Panama... Un drugar evit an daoulagad gwelet kement a weledvaoù ken kaer.

Ouzhpenn Breizh a c'heller gwelet a-drugarez da Lagad Lemm
Ouzhpenn Breizh a c'heller gwelet a-drugarez da Lagad Lemm - Lagad Lemm Photography

Kit 'ta da deurel ur sell, brav eston eo labour Bleuvenn ha Lagad Lemm Photography

Ha deoc'h da c'houzout e vo klevet Bleuvenn warc'hoazh da 7e. Kontañ 'raio hiroc'h deomp a-dra-sur.

Ti ar brezhoneg a c'halv da skrivañ

Lec’hienn Ti ar Brezhoneg, kevredigezh ar vrezhonegerien a vro Bariz a ginnig d'ar vrezhonegerien skrivañ diwar-benn ar c'henfinañ. Cheñchamant 'zo bet evit holl ac'hanomp 'pad ar c'houlzad-se ha galvet omp da skrivañ ur pennad etre teir frazenn hag ur romant da gontañ penaos eo paseet an traoù.

Skrivañ diwar-benn ar c'henfinañ, setu 'pezh a ginnig Ti a Brezhoneg
Skrivañ diwar-benn ar c'henfinañ, setu 'pezh a ginnig Ti a Brezhoneg - Copie écran Ti ar Brezhoneg

"Gant fazioù pe get, gant ur brezhoneg uhel pe get… ne vern", setu 'pezh a skriv Ti ar Brezhoneg, hag a embanno ar pennadoù war e lec'hienn. Ar skridoù 'zo da gas da tiarbrezhoneg@gmail.com. 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu