Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Lagad ar web

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Ce mardi nous assistons à une exposition et à une conférence, tout en restant chez nous.

Deus ar skoliata dre soubidigezh a vo kaoz emberr er video prezegenn
Deus ar skoliata dre soubidigezh a vo kaoz emberr er video prezegenn © Radio France - Lagain Aurelie

Gant Lagad ar Web e reomp ul lamm en amzer-gozh

Ar gevredigezh Rhizomes a Zouarnenez en eus savet un diskouezadeg diwar-benn ar bilhaouerien. Ar vicher-se 'zo aet da get er bloavezhioù 50 e Penn ar Bed, setu ma c'heller gwelet Pilhoù, histoires de chiffonniers war ar rouedad.

Ganet eo an diskouezadeg-se diwar un dastumad en-dro d'ar wriad digant tud-kozh. Ouzhpennet 'zo skridoù gant an istorour Yann-Bêr Kemener.

War lec'hienn BCD e c'heller gwelet an diskouezadeg gouestlet d'ar bilhaouerien
War lec'hienn BCD e c'heller gwelet an diskouezadeg gouestlet d'ar bilhaouerien - copie écran BCD

Pilhoù a oa eskemmet gant listri kaer roet d'ar bilhaouerien gant ar gouraterien.

Ur wir ekonomiezh neuze !  

Pilhoù, histoires de chiffonniers, a zo bet niverellet gant Bretagne Culture Diversité. Da wel' war lec'hienn BCD.

Ur video-prezegenn a vo emberr

Diwar-benn ar skoliata dre soubidigezh. Catherine Adam a zo kelennerez-klaskerez ha respont a raio d'ar familhoù a zo gant ar soñj skoliata o bugale e Diwan.

Da 8e bremaik e kemero ar gaoz, diwar intrudu kuzulioù-skoazell skolioù Kemper, ma vo digoret un trede skol e miz Gwengolo, e Krec'h Gwenn.

Arbennig eo Catherine Adam war an divyezhegezh abred, war dachenn ar brezhoneg dreist-holl. Prest e vo neuze da respont da c'houlennoù ar gerent.

Dre ar savenn Zoom e c'hellfoc'h kemer-perzh er brezegenn met dav lakaat e anv en a-raok dre aep.kemper@diwan.bzh.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu