Faits divers – Justice

Gwerzhet e vo an Ocean Jasper

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel mardi 12 janvier 2016 à 20:18

An Ocean Jasper a oa o c'hortoz e Porzh Brest abaoe 2007
An Ocean Jasper a oa o c'hortoz e Porzh Brest abaoe 2007 © Maxppp

E 2007 en doa al lestr-karg kaset d'ar strad ar vag-pesketa Sokalique. Abaoe e oa o c'hortoz e Porzh Brest. Divizet ez eus bet hiviz gant lez-varn Brest e vo gwerzhet ar vatimant diouzh ar c'hresk e miz Ebrel

E 2007, e-pad an noz etre ar 16 hag ar 17 a viz Eost, e oa aet da skeiñ an Ocean Jasper, ul lestr-karg eus an inizi Kiribati, gant ar vag pesketa Sokalique, er-maez da Enez Eusa. Ne oa ket paouezet an Ocean Jasper, daoust d'un toull e-barzh ar c'houc'h. Kaset e oa bet d'ar strad ar Sokalique. Salvet e oa bet 6 martolod a oa e-bourzh, met beuzet e oa bet ar c'habiten, Bernard Jobard.

Priz an Ocean Jasper : 100 000 euro

Abaoe e oa an Ocean Jasper e porzh brezel Brest, o c'hortoz un diviz. Lez-varn Brest en deus embannet hiziv e vo gwerzhet diouzh ar c'hresk d'ar 26 a viz Ebrel. Ar priz evit kregiñ ar gwerzh a vo 100 000 euro. An arc'hant a vo dasparzhet etre an an ENIM, surentez sokial ar vartoloded, ar vartoloded a oa war ar vag, hag Yvette Jobard, intañvez kabiten ar Sokalique.

Gwelloc'h e vefe bet kas anezhi d'ar strad

An diviz-mañ n'eo ket bet degemeret mat gant Yvette Jobard. " Gwelloc'h e vefe bet kas ar vag d'ar strad ", he deus lavaret o klevout e c'hello c'hoazh bageal an Ocean Jasper. "Met ma vez arc'hant da zastum e tlefe bezañ roet da gentañ d'ar vartoloded. "

Ur prosez all e Roazhon

Diriaou e vo un emvod all, ar wech-mañ e lez-varn Roazhon, 9 bloaz goude en doa graet peñse ar vag. Tri bloaz zo e oa bet ur prosez kentañ, lec'h ma oa bet kondaonet kabiten hag eil-kabiten ar Sokalique evit bezañ lazhet Bernard Jobard. Met evit al lez-varn ne oa ket kirieg ar paramantour.

"Spi am eus e vo kondaonet ar wech-mañ " he deus embannet Yvette Jobard. Koulskoude e c'hellfe alvokad ar paramantour goulenn ur prantad hiroc'h evit prientiñ ar prosez, hag a vefe lakaet evit diwezatoc'h.