Faits divers – Justice

Keleier an 10 a viz Meurzh | Les infos du jour en langue bretonne, c'est ici !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 10 mars 2015 à 20:46

Florence Arthaud, navigatrice
Florence Arthaud, navigatrice © MaxPPP

Enoret e vez hiziv Florence Arthaud, plac'h yaouank ar Meurvor Atlantel, marv e Bro Arc'hantina, e-barzh un aksidant biñs-askell gant nav zen all. Lakaet e vez ar gomz ivez war manifestadeg al labourerien-douar e Kemper, pemp bloaz ar servij keodedel ha war kenstrivadeg ar bagadoù trede rummad.

Marv eo plac'h yaouank ar Meurvor Atlantel

Kaset zo bet korfoù an dek den marv e-barzh aksidant an daou viñz-askell Bro Arc'hantina betek ar Rioja, e gwalarn Buenos Aires. E Bro C'hall zo bet dibabet digeriñ un enklask evit tud lazhet diratozh.

Degouzehet oa an aksidant dilun, pa oa skipailh TF1 o filmañ an abadenn Dropped . Tri sportour mil anavezet a zo marv : Alexis Vastine, Camille Muffat ha Florence Arthaud, plac'h yaouank ar meurvor Atlantel, gounezet ganti hent ar rhum e 1990. 

Alies a walac'h e teue e Breizh ha kalz tud a anaveze anezhi neuze. Evel Marie Sergent, deus Brest, plac'h ar mor ivez. Kemeret neus perzh e-barzh ar redadeg treuzatlantel saoz. Tro doa bet kejañ ganti.

Marv Florence Arthaud SON 1

Plijet oa ivez Florence Artaud mont war varc'h. Redadegoù kezeg noa graet e Plougastel pe e Lokimael-an-Treazh un neubeud bloavechoù zo. Setu perak 'noa bet tro Yann Autret, bet medisin kezeg e Gwitevede, e Bro Leon, kejañ ganti.

Marv Florence Arthaud SON 2

"Ur plac'h simpl tre e oa" Bertrand Deléon, stourmer sevenadurel

Ur stourmerez oa ivez Florence Arthaud. Klemmet 'noa, da skouer, a-enep ur raktres e Karnag. Soutenn a rae ivez ar skolioù Diwan. Muioc'h a zisplegadnenoù gant Bertrand Deléon, o chom e Gwened.

19e Marv Florence Arthaud - Bertrand deleon

Etre 150 ha 200 labourer-douar e Kemper

La pailleuse a broyé les documents administratifs devant la DDTM du Finistère. - Radio France
La pailleuse a broyé les documents administratifs devant la DDTM du Finistère. © Radio France - Pauline Kerscaven

A-benn ar fin ne oa nemet 150 pe 200 labourer-douar d'ar muiañ bodet e Kemper, dimeurzh, padal oa kalz a jañdarmed er straedoù. Netra a zo bet torret ganto ha resevet int bet gant prefet Penn-ar-Bed.

Manifestiñ a raent a-enep ur bern traoù : pouezh ar melestradur en o labour, digresk priz ar c'hig pe al legumajoù, ar produioù o tont deus broioù all.

7e15 Manifestadeg labourerien-douar PAKET

"Re a baperioù a zegouez en tiez-feurm" Didier Goubil, labourer-douar

Dirak an DDTM renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor oa bodet ar vanifesterien... A drugarez d'ur mekanik evit ober plouz, oa bet dispennet paperioù melestradurel, dreist-holl diskleradurioù azot. Muioc'h a zisplegadennoù gant Didier Goubil, labourer-douar e Poullaouen.

6e15 Manifestadeg labourerien-douar

Deiz-ha-bloaz laouenn d'ar servij keodedel

Lidet e vez ar sizhun-mañ pemp bloaz ar c'hoñje keodedel, ar servij civik e galleg flour. Ur c'hendiviz oa aozet dilun war an tem-se e Pariz gant François Hollande. C'hoant 'neus ar prezidant lakaat war well ar sistem-se. 

Hervezañ e vo kant 170.000 den yaouank oc'h ober ur c'hoñje keodedel e 2017. Padal 'noa bet nemet 35.000 warlene.

En o zouez : Jules, deus an Oriant. Aet eo Joan Bizien da wellet anezhañ.

5 bloaz koñje keodedel PAKET

Selaouit ivez atersadenn Vonig Fraval, deus Bodadeg ar sonerien

Keleier Breizh 19e