Faits divers – Justice

Keleier an 13 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mardi 14 avril 2015 à 11:54

Lazhet eo bet gant ur rinkin un den yaouank oadet a drizek vloaz disul war enezenn Reunion
Lazhet eo bet gant ur rinkin un den yaouank oadet a drizek vloaz disul war enezenn Reunion © Maxppp

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war an den yaouank lazhet gant ur rinkin war Enezenn Reunion, tournamant melldroad Ploveilh, ekomirdi Menez-Are ha kelc’h keltiek Speied.

Disul war enezenn Reunion eo marvet, lazhet gant ur rinkin, un den yaouank oadet a drizek vloaz

O seurfiñ e oa en ul lec'h difennet. Kalz a dabutoù a zo war an enezenn goude ar gwallzarvoud-mañ.

Kine eo Camille Thomas war an Enezenn.

8e15 Rinkin Reunion ok ok

Tradi Deiz, kampionad dañsoù hengounel Kendalc'h oa aozet dec'h ba Gwened

Aet eo ar maout gant kelc'h keltiek Brug ar Menez. Laouen-bras eo Gwendal Jacob, dañsour ba Speied.

Kelc'h keltiek Speied

A-benn ur miz e vo ba Ploveilh an tournamant melldroad "Mondial Pupilles"

Ar vodadeg vrasañ gant danvez footballerien. Evit degemer ar mil pevar c'hant bugel a gemero perzh e vez klasket familhoù er vro. Jean Cloarec, a-youl vat er "Mondial" abaoe 30 vloaz.

19e Melldroad Ploveilh

Komzet 'vo ivez eus ur raktres c'hoariva gant Ekomirdi ar Menez Are

Enrollet oa bet tud diwar-benn ar jardin ha gant an enrolladennoù-se 'vo savet ur pezh c'hoari divyezhek gant Teatr Piba, tud eus ar Menezioù Are ha skolidi Diwan Kommana ha skol publik divyezhek Sant-Riwal. Lena Boisard Le Coat hag a ra war-dro ar raktres-mañ.

Ekomirdi Menez-Are