Faits divers – Justice

Keleier ar 16 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel jeudi 16 avril 2015 à 20:12

Clone of La Poste. (image d'illustration)
Clone of La Poste. (image d'illustration) © Maxppp

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war Ti-Post Penn-ar-Bed, tanioù-gwall Lesneven, diskouezadeg Logonna Daoulaz ha diviz ar Yaou diwar-benn ar c'hevredigezhioù.

Chalet eo tud Ti Post Penn-ar-Bed

Hervez izili ar sindikad SUD PTT ez a war washaat servij publik an ti-post hag aozioù labour paotred ha merc'hed al lizhiri. Klevet 'vo displedagurioù Yves Abiven, ezel eus SUD evit an tiegezhioù Post ba Penn-ar-Bed.

Ba Lesneven eo bet distrujet gant an tan tri c'harr-tan all en noz pasaet

Pevar all oa bet devet en dibenn sizhun tremenet. Hag en holl ez eo ugent tangwall oto zo bet abaoe bloaz eno. Ankeniet vez muioc'h mui tud Lesneven gant an tanioù-gwall-se. Klevet a raimp bremaik Kristian Ugen kuzulier ti-kêr.

Ar mare-mañ 'vez gwelet e ti kêr Logona Daoulaz un diskouezadeg diwar-benn ar brezel bed kentañ

Kontet 'vez istor paotred bro Landerne ha re Daoulaz hag a oa aet war an talbenn. Ar pal eo lakaat da gompren ez eus bet kemmoù bras er vro ivez e-pad ha goude ar brezel-se. Selaou a raimp reportaj Tudi Crequer.

Yaou, devezh an diviz, komzet 'vez fenoz eus ar c'hevredigezhioù

Penaos 'vez graet gant nebeutoc'h a arc'hant ? Perak eo a-bouez e vefe c'hoazh ur bern kevredigezhioù er vro ?Ganeomp : Alan Letenneur, sekretour ar festival treujenn-gaol e Groñvel, Herve Latimier, eus Kevre Breizh, ar C'hASER ha ''Mouvement associatif de Bretagne'' hag ivez Edern Perennoù, a-youl vat evit ar Groaz Ruz.

Keleier Breizh 19e