Faits divers – Justice

Keleier ar c'hentañ a viz Gwengolo | L'actu du jour, e brezhoneg !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 1 septembre 2015 à 20:35

Les agriculteurs réclament notamment des allègements de charges et un moratoire sur les réglementations environnementales
Les agriculteurs réclament notamment des allègements de charges et un moratoire sur les réglementations environnementales © Jean Saint-Marc / Radio France

Deus petra hon eus komzet ? Le parachute doré de Michel Combes, ancien directeur d'Alcatel-Lucent ; le cortège des agriculteurs vers Paris et la mobilisation de la Confédération paysanne ; un trafic de drogue par bateau et la rentrée à Diwan et à Divyezh ! Selaouit en-dro ar c'heleier e brezhoneg !

Gant 12,7 million euro ez a kuit Michel Combes deus Alcatel-Lucent

Leun chouk eo e chakod bremañ. Penn-rener Alcatel-Lucent, Michel Combes a za kuit gant 12,7 million euro. Diaes eo da gompren evit implijidi an embregerezh evel Hervé Huon, hag a labour e Lannuon abaoe tregont vloaz. 

8e15 Alcatel

War hent Paris emañ bepred al labourerien-douar

Kousket e vo fenoz (dimeurzh) ganto e-kichen Roazhon, e-barzh ar c'hirri. Erruout a rint diriaou er gerbenn, ha sur-awalac'h e vo stanket ganto ar perif'. Mil pe mil pemp kant traktour a vo gwellet er gerbenn.  

Les agriculteurs promettent de bloquer Paris avec "plus de 1.000 tracteurs". - Maxppp
Les agriculteurs promettent de bloquer Paris avec "plus de 1.000 tracteurs". © Maxppp

Aet e oant kuit deus Lok Maze ar mintin-mañ. Tremenet int dre Vontroulez ha Gwengamp. Lod all a zo aet kuit ivez deus Kemper ha deus Karaez.Aozet e oa ar manifestadeg-mañ gant daou sindikad : an FNSEA hag ar baisanted yaouank.

Manifestiñ a zo bet graet ivez gant Konfederation ar baisanted

N'emañ ket a-du an holl labourerien-douar gant ar pezh a vez goulennet gant an FNSEA, evel Konfederation ar baisanted da skouer. Bodet e oa hanter-bennak diouto, goude lein, e Kemper.N'eo ket arc'hant met prizioù dereat hervez ar pezh a goust produiñ pe kig pe laezh a vez goulennet ganto.

La Confédération paysanne du Finistère faisait sa rentrée, ce mardi.  - Radio France
La Confédération paysanne du Finistère faisait sa rentrée, ce mardi. © Radio France - Pauline Kerscaven

Goulennet e vez ganto ivez e vefe graet ar pezh a zo dleet evit skoazellañ muioc'h al labourerien-douar a-raok n'em en gafche diesterioù ganto.Hervez ar sindikad e vefe ret bezañ gouest da verniañ laezh ha neuze kig moc'h pa vez re izel ar priz. Setu ar pezh a vo lavaret ganto dilun a zeu Bruxelles, lec'h ma vo bodet ministred labour-douar Unvaniez Europa.

Bez a zo bepred daou zen dindan evezh ar justis, e Brest  

Harpet e oant bet war ur vag, er maezh da Penmarc'h digwener tremenet. C'hwezhet o doa an tan e-barzh o lestr pa oa bet gwellet ganto ur vag deus ar morlu o tostaat. Beuzet e vefe bet ur bern kokain gant an daou zen a oa anavezet evit ober marc'had an dramm er stumm-se.

7e15 Dramm PAP

Klevet e vezint warc'hoazh gant prokulor Roazhon. 

Daouzek million bugel er skol ! 

An distro-skol oa hiziv evit 12 milion a vugale. E lise Diwan Karaez ez a war gresk c'hoazh niver a dud enskrivet.Tri c'hant dek lisead ha tri-ugent 'vo o studial ar bloaz-mañ, da lavaret eo pemp ha tregont ouzhpenn eget warlene. 

7e15 Distro-skol Lise Diwan PAKET

Tremenet mat an distro-skol e Divyezh

War-eeun e oa ganeomp Rémi Toulhouad, prezidant Divyezh. "Tremenet eo mat an distro-skol" , "neus displeget deomp.