Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Faits divers – Justice

Piv 'neus laeret kalon Anna Breizh ?

lundi 16 avril 2018 à 15:50 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

E nozvez digwener ha disadorn oa bet laeret kalon Anna Breizh, e mirdi Dobrée, e Naoned. Fuloret ruz eo poellgor Anna Breizh ha Kreizenn istor Breizh. Aon o deus e vefe teuzet ar relegenn evit an aour.

Betek hen e oa diskouezhet kalon Anna Breizh e mirdi Dobrée, e Naoned
Betek hen e oa diskouezhet kalon Anna Breizh e mirdi Dobrée, e Naoned - Mirdi Dobrée

Nantes, France

Ouzhpenn pemp kant bloaz zo eo marv Anna Breizh. Ma z'eo douaret he c'horf e penniliz Sant-Denez, eo chomet he c'halon, e Naoned, nebell eus he zud. Met n'emañ ket ken kalon an dukez e kêr an duked. Digwener da noz oa bet laeret e mirdi Dobrée e Naoned.   

Ar galon a zegaso neubeud a arc'hant - Fulup Lanoë, Kreizenn istor Breizh

Piv 'neus gellet ober an taol-mañ ? "Pe ul laeron evit pouezh an aour pe gant un teskaouer bennak, a zispleg Padrig Malrieux, prezidant Skol uhel ar vro, ezel eus Poellgor Anna Breizh. Mod-all, petra e c'helfe bezañ, ul laeradenn arouezel ? Kalz arouezeloc'h eo laoskel kalon an dukez Anna e Liger-Atlantel." 

Evit Fulup Lanoë, eo "evit an aour. Laeret oa bet ivez ul delwenn indian en aour ha pezhioù moneiz". Aon 'neus neuze e vefe bet teuzet pep tra. Met ur wech distrujet, n'eus talvoudegezh ebet ken ar relegenn : "Ar galon se a zegaso neubeut a arc'hant gant an neubeud a aour a vo kavet e-barzh." 

Livet e oa bet an dukez Anna gant Jean Bourdichon, etre 1503 ha 1508. - Aucun(e)
Livet e oa bet an dukez Anna gant Jean Bourdichon, etre 1503 ha 1508. - BNF

Prest e vefe ar c'huzul departamant paeañ evit kaout ar galon en dro

Gant Kreizenn istor Breizh zo bet savet ur bajenn Facebook evit displegañ pegen heuget e oa gant al laeradenn. Mont a ra pelloc'h poellgor Anna Breizh, en ur klask tizhout al laerien. "M'ho 'peus c'hoant gwerzañ ar pezh a zo bet laeret, ni zo prest da c'hoari an hanterour evit ne vije ket distrujet kalon Anna Breizh", eme Padrig Malrieux. Ha war a seblant eo prest kuzul departamant Liger-Atlantel, paeron ar galon, "da gavout arc'hant evit tapout ar galon". 

Setu, m'ho peus kelou da reiñ e c'helloc'h kas ur mail d'ar chomlec'h annedebretagne2014@free.fr  

Mod-all, ez a war-raok an enklask peogwir eo bet douget klemm gant kuzul departamant Liger Atlantel. Dav e vo d'an enklaskerien ivez kompren perak eo bet ken aes d'al laerien mont kuit deus ar mirdi.

Selaouit ouzh ar reportaj

Selaouit ouzh ar reportaj diwar-benn laeradenn kalon Anna Breizh.