Insolite

Ar Gapusined e Brest : brasañ chanter Breizh ar mare-mañ

Par Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel vendredi 9 octobre 2015 à 20:23

Chanter Gapusined e Brest
Chanter Gapusined e Brest - Anne Treguer

War-eeun eus Brest e vo hor radio France Bleu Breizh Izel ar Sadorn 10 a viz Here evit komz eus 5vet Marc'had ar Gabusined. Emañ ar bladenn o vezañ treuzfurmet penn-da-benn ha pedet eo an arvesterien da zont da welet ar chanter dreistordinal-mañ.

Kavet e veze c'hoazh un nebeud bloavezhioù 'zo, war bladenn ar Gabusined, atalieroù minterezh Arsanailh Brest. E 2009 eo bet adprenet al lec'h-mañ gant an ti-kêr digant ar Morlu Broadel gant ar c'hoant d'ober ur c'harter nevez dioutañ. E chanter emañ ar c'harter evit ar mare met dorioù-digor a vo an dibenn-sizhun-mañ da geñver, ''Kostezioù ar Savadurioù'' pe «Les coulisses du bâtiment», aozet gant Kevre Penn-ar-bed ar sevel-tiez ha Brest Meurgêr.

Chanter ar Gapusined e Brest - Radio France
Chanter ar Gapusined e Brest © Radio France - Anne Treguer

Muioc'h eget 15.000 den zo engortozet disadorn ha disul. Gallout a raint dizoleiñ ar Greizenn Etrebroadel hag a zegemero studierien ha klaskerien adalek ar bloaz a zeu. Evit poent eo ar Vediaoueg ar chanter gant ar muiañ a lañs. Kavet e vo war bladenn ar Gabusined, er bloavezhioù da zont, ur sinema, kêriadenn an embregerezhioù, stalioù ha lojeiz.

Levraouegerez e Brest eo Klervi Abalan. Hervezi ez a war-raok al labourioù met tout ar c'hudennoù n'int ket renket c'hoazh. Selaouit anezhi aterset gant Tudi Crequer

Atersadenn Klervi Abalan diwar-benn mediaoueg ar Gapusined

Chanter ar Gapusined e Brest - Radio France
Chanter ar Gapusined e Brest © Radio France - Anne Treguer