Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skritell "Chomit er gêr" a zo bremañ e brezhoneg

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Na pegen brav eo, neketa ? Troet eo bet en hor yezh ar skritell vrav-mañ oa bet savet gant an tresour Mathieu Persan.

Ar skritell 'zo bet troet e brezhoneg
Ar skritell 'zo bet troet e brezhoneg - Mathieu Persan

Rannet e oa bet e dresadenn war ar rouedadoù sokial tro-dro d'ar bed ha sur mat o peus gwelet anezhi dija war ho skrammoù urzhiaterez, skinwell pe war skrammoù ho hezoug. "Restez à la maison" setu lugan ar skritell bet treset gant Mathieu Persan. Berzh bras en deus graet. 

  • Pellgargit ar stumm brezhoneg amañ.

Troet en hor yezh 

Parizian eo ar paotr 'vat. "Karout 'ran Breizh, dont 'ran alies e Sant Malou da welet izili ma familh" emezañ. Troet en deus ar skritell e brezhoneg peogwir eo bet "goulennet kalz" digantañ. Ur mignon dezhañ 'zo o chom e Kemper ha goulennet en deus sikour digant Gweltaz ar Fur. 

Goulennet eo bet kalz diganin" - Mathieu Persan

Troet eo bet ar skritell e 23 yezh. Kavout a reer ouzhpenn ar galleg, ar saoneg, an alamaneg, an arabeg, ar farsi, ar rusianeg, ar sinaeg, hag all. Evit ar poent eo ar brezhoneg ar yezh minorelezet nemeti deus Frañs. Met ar skritell 'vo a-benn neubeut troet en Euskareg ivez. "War an ober emañ, met re verr an amzer ganin" eme Mathieu Persan. 

Un dastumadeg arc'hant evit labourerien an ospitalioù 

Lañset en deus Mathieu Persan un dastumadeg arc'hant evit labourerien an ospitalioù. Moien 'zo deoc'h mont da brenañ ur skritell (e galleg pe e saozneg). Fiziet e vo an arc'hant bet dastumet da ziazezadurioù evit ar yec'hed stag deus ospitalioù. 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu