Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Bale a ra Goulven Elegoët 2.000 km evit ar vugale klañv

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Abaoe penn kentañ miz Even e vez baleet gant Goulven Elegoet tro-dro da lennoù Lokournan. A-benn ar 4 a viz Gouere 'no graet 374 tro, da lavaret eo daou vil kilometrad. Perak ?

"Forzh piv a c'hell dont da vale ganin" a zispleg Goulven Elegoet.
"Forzh piv a c'hell dont da vale ganin" a zispleg Goulven Elegoet. © Radio France - Pauline Kerscaven

Abred diouzh mintin e krog dervezhioù Goulven Elegoet. "Mont a ran da gousket da 11e, diouzh noz, er sal sport tal-kichen al lenn. Dihuniñ a ran da 4e30, debriñ a ran un tammig ha kregiñ a ran da redek", a zispleg paotr Porsal.  

Abaoe penn-kentañ miz Even eo kroget da vale tro-dro da lennoù Lokournan, "5,36 km a ra un dro. Ret e vo din ober 374 tro, da lavaret eo 2.000 kilometrad". Bep taol ma vez echu un dro gantañ e vez debret toazennoù pe riz gant ar sportour, 71 vloaz.   

Tro dro 13 tro a vez graet gant Goulven bemdez.
Tro dro 13 tro a vez graet gant Goulven bemdez. © Radio France - Pauline Kerscaven

Evit bugale klañv ospital Morvan  

Met perak ? Kustumet eo redek ha bale evit rastellaat arc'hant evit ar c'hevredigezhioù. Dindan eizh bloaz 'neus redek ouzhpenn pevar-ugent mil kilometrad dija evit lakaat an dud da reiñ gwad, organoù pe reiñ moneiz evit an Telethon.   

Ar wech-mañ eo evit ar gevredigezh Halte au cancer, "evit bugale klañv ospital Morvan, e Brest. Bugale bihan em eus, maleurus e vefen ma vefent klañv", a gendalc'h Goulven Elegoet.   

Arc'hant a vez roet gant an tud a teu da vale gant Goulven evit "Halte au cancer".
Arc'hant a vez roet gant an tud a teu da vale gant Goulven evit "Halte au cancer". © Radio France - Pauline Kerscaven

Forzh piv a c'hell dont da vale ganin ! Goulven Elegoet  

Dont a ra neuze baleerien kleub Porsal ha bugale ar skolioù da vale gant Goulven Elegoet. "Forzh piv a c'hell dont da vale ganin." Arc'hant a vez roet ganto ha lakaet e-barzh ur voest a vo profet d'ar gevredigezh.  

Sañset e echuio redadeg Goulven d'ar pevar a viz Gouere. Amzer 'no goude-se evit diskuizañ ha sellet ouzh krogadoù kib ar bed mell-droad. Rak evit poent, n'hall ket, "met laouen on, goude ar c'hrogadoù, pa vez lavaret din gant piv eo aet ar maout !"

71 vloaz eo Goulven Elegoet.
71 vloaz eo Goulven Elegoet. © Radio France - Pauline Kerscaven
Choix de la station

À venir dansDanssecondess