Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Insolite

Didouarañ ur c'harr-nij e Pouldregad

mercredi 29 novembre 2017 à 17:55 Par Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel

Petra 'zo 'n em gavet d'an amerikan Figgis d'an 11 a viz Gwengolo 1944 e Pouldregad ? Sed aze ar goulenn a glask diluziañ annezidi an tro-war-droioù. Un fastidieux travail de recherche d'un avion qui s'était écrasé à Pouldergat pendant la Seconde Guerre Mondiale.

Pezhioù e-leizh a zo bet kavet dija
Pezhioù e-leizh a zo bet kavet dija © Radio France - Katell UGUEN

Bretagne, France

'barzh ur park deus ar zonenn dieubet e oa kouezhet karr-nij Haugan Weld Figgis, ur P47 bet tizhet gant un tenn alaman. Ha bremañ e vezer o furchal hag o tiskoachañ pezhioù.

Bernard Le Guellec a vez o studiañ istor ar c'harr-nij

Ar c'harr-nij bombezer amerikan P47 razorback - Radio France
Ar c'harr-nij bombezer amerikan P47 razorback © Radio France - Katell Uguen

Un istor bet disoñjet gant un toullad tud

A-viskoaz en eus Bernard Le Guellec bet klevet istor ar soudard Figgis-se. E dad-kozh 'oa aotroù-maer e Pouldregad d'ar mare-se. "An dud n'oa disoñjet... Ne ouient ket mui pelec'h 'oa kouezhet" eme Bernard.

Tammoù e-leizh a zo bet kavet... Un dastumer-moged, un tamm prenestr, munisionoù a vil-vern ha muioc'h-c'hoazh.

An dra-se 'oa en ennon... Me soñj atav, ur wech bennak teufen a-benn da c'houzout..." - Bernard Le Guellec

Furchal ha diskoachañ 'reer bremañ

N'eo ket echu an enklask

'benn sizhun 'vo turiet an douar adarre e Pouldregad 'benn mont pelloc'h gant an enklaskoù. Pedet eo an dud o defe testenioù pe gwelloc'h-c'hoazh : pezhioù, da vont e darempred gant ar gevredigezh "Amzer Gwechall" e Pouldregad.

An orjalenn o liammañ al levier hag ar radio - Radio France
An orjalenn o liammañ al levier hag ar radio © Radio France - Katell Uguen

Un diskouezadeg

A-benn bloaz e vo gouestlet un diskouezadeg d'an Eil Brezel Bed e Pouldregad, un digarez da ziskouez pezhioù ar c'harr-nij ha da reiñ enor da Haugan Weld Figgis, aet d'an anaon e 1995.

Bernard Le Guellec hag Alain Lamé, bet lusket an enklasoù ganto - Radio France
Bernard Le Guellec hag Alain Lamé, bet lusket an enklasoù ganto © Radio France - Katell Uguen