Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Insolite

Fotoioù | Un abadenn "C'hoari ha Deskiñ" enrollet e Kabusined Brest

jeudi 2 mars 2017 à 21:35 Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel

Anavezout a rit an abadenn skinwel "Question pour un Champion"? Dec'h ez eus bet enrollet un abadenn, war ar memes patrom, e mediaoueg Brest. Anvet eo "C'hoari ha deskiñ", ha skignet e vo war ar chadenn Brezhoweb.

4 c'hoarier a vez o stourm en abadenn, lusket gant Tangi Merien ha Sten Charbonneau
4 c'hoarier a vez o stourm en abadenn, lusket gant Tangi Merien ha Sten Charbonneau © Radio France - Nolwenn Quioc

Brest, France

Bep taol e vez enrollet an abadennoù "C'hoari ha Deskiñ" war-eeun eus kêrioù Breizh. Evit ar wech-mañ e oa e Brest, neuze, e mediaoueg ar Gabusined. Teir abadenn a zo bet enrollet, gant skolajidi Diwan ar Relek, stajidi Stumdi o teskiñ brezhoneg, ha brezhonegerien ampart.

Pevar c'hoarier ha pevar rummad

4 c'hoarier a vez o stourm evit reiñ ar muiañ a c'houlennoù mat. Kavout ar c'hemmadurioù mat, skarzhañ ur gêr eus ur rummad gêrioù, pe c'hoazh adkavout pozioù ur ganaouenn, a bep seurt goulennoù a zo, tro dro d'ar yezhadur ha d'ar brezhoneg. Pevar rummad a zo evit pep abadenn, ha bep taol e vez skarzhet un den, betek na chomo nemet unan.

Adkavit fotoioù an abadenn enrollet e Brest amañ dindan

Lusket e vez an abadennoù gant Sten Charbonneau ha Tangi Merien. Pep hini e rol : Sten a vez o prientiñ ar goulennoù hag o tifaziañ an dud war ar renk, ha Tangi a sav ar goulennoù ouzh an dud, hag a ro startijenn d'an abadenn, sikouret gant an arvesterien.

An abadennoù enrollet e Brest a vo da welout war lec'hienn Brezhoweb a-benn nebeut.

Selaouit ar reportaj e abadenn C'hoari ha Deskiñ ar Gabusined