Insolite

Tro ar bed a vo graet gant Auriane ha Dylan war un tandem

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 15 septembre 2015 à 20:15

Auriane ha Dylan, war o tandem.
Auriane ha Dylan, war o tandem. - Les Farfadets butineurs

Loc'hañ a raio ar c'houplad deus Chambéry, dimerc'her. 45 000 kilometr a vo graet ganto war un tandem, dre Gresia, Azia, Amerika ar Su : war an hent e vint e-pad pell ! Kontet e vo o beaj ganto war ur blog hag e darempred emaint gant skolajidi ha liseidi Diwan.

Prest eo pep tra evit mont kuit, pe kasi. Diouzh ar mintin e loc'ho Auriane ha Dylan, paotr Lesneven, deus Chambéry, evit ober tro ar bed. "Tremen a rimp dre Autrichia, Gresia, Turkia, Iran, a zispleg an den neus heuliet studioù war ar sport e Savoie. Goude e vo treuzet ganeomp Azia hag Amerika ar Su." Ne oar ket c'hoazh ar c'houplad peur e teuio en-dro e Bro C'hall : "Gall a ra ar beaj padout c'hwec'h miz pe daou vloaz !"

Petra o deus lakaet e-barzh o seier ? Selaouit Dylan.

Dylan, war-eeun war France Bleu Breizh Izel

Setu an hent a vo kemeret gant Dylan hag Auriane - Aucun(e)
Setu an hent a vo kemeret gant Dylan hag Auriane - Les Farfadets butineurs

Ar pal : mont e darempred gant an dud

Met ne vo ket nemet graet velo gant an daou zen yaouank. "Digwener, da skouer, e kemerimp perzh e Alternatiba, e Genève. Ha dre me z'eomp goustadig a-walac'h, e c'hellomp kejañ muioc'h gant an dud." Kaset zo bet gant Auriane ha Dylan dafar sirk ha peadra d'ober sonnerezh, e mod-se, e vo aesoc'h dezho ivez mont e darempred gant tud ar broioù treuzet ganto.

"Gant ar marc'h-houarn eo kalz aesoc'h kejañ gant an dud", eme Dylan Roudaut.

Dylan, war-eeun war France Bleu Breizh Izel

"Din-me bremañ da dreuskas ar pezh a ran"

Dylan

Dalc'het e vo ul liamm gant ar vro gant ar sportourien. Kontañ a rint o beaj war ur blog, degemeret gant Wordpress, Les farfadets voyageurs. Ouzhpenn da-se, e vint e darempred gant skolajidi ha liseidi Diwan. "Pa oan me e Diwan, e oan plijet gant an dud o kontañ deomp ar beajoù o doa graet. Din-me bremañ da dreuskas ar pezh a ran !"

Prest eo pep tra evit ar beaj !  - Aucun(e)
Prest eo pep tra evit ar beaj ! - Les Farfadets butineurs