Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Insolite

Troet eo bet anvioù ar Pokemoned e brezhoneg !

vendredi 7 décembre 2018 à 16:23 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Anavezout a rit "Watig", "Troc'hadenn", "Luc'hodenn" ? Ur brezhoneger deus bro Picardie n'eus lakaet e brezhoneg anvioù ar 151 pokemon kentañ.

Peseurt Pokemon a zo en ho Pokédex ?
Peseurt Pokemon a zo en ho Pokédex ? - Anthony Guéchoum

Quimper, France

"Luc'ho-luc'ho-luc'hodenn !" Piv'ta en defe soñjet e komzfe un deiz bennak Pikachu e brezhoneg ? Pikachu, pe kentoc'h "Luc'hodenn" neuze. Dindan 10 eurvezh eo bet troet anvioù ar Pokemoned mil anavezet e brezhoneg gant Anthony Guéchoum, ur paotr o vevañ e Beauvais. N'emañ ket o vevañ e Breizh ha n'eo ket ganet zoken en hor bro zoken. "Ganet on e Picardie ha bevañ a ran eno, emezañ, met, ma zud kozh a zo o vevañ e Breizh, e-kichen Naoned."   

Na perak treiñ anvioù ar Pokemoned e brezhoneg ?   

"Deskiñ a ran brezhoneg abaoe ur bloaz ma-unan gant ul levr Assimil. Fentus em eus kavet hen ober. Treiñ an anvioù a oa ur boelladenn vat ha n'eo ket ken diaes eget treiñ ur gwir destenn" a vousc'hoarzh ar paotr yaouank a 26 bloaz. Ouzhpenn da-se e vo, 'benn ur miz, tad evit ar wech kentañ ha "talvoudus" eo dezhañ "komz brezhoneg" gant e vab. 

Gall a rint neuze c'hoari gant ar Pokemoned e brezhoneg ivez ! Graet en deus e seizh gwellañ evit treiñ mat an anvioù. Setu en eus kemeret harp war an anvioù e japaneg. Bet eo da deurel ur sell war al lec'hienn Poképédia, lec'h ma vez kavet etimologiezh japaneg ar Pokemoned. Lennet en deus ivez ur pennad deus ar gazetenn Libération gant Julien Bardakof, gantañ eo e oa bet roet an anvioù e galleg d'ar Pokemoned e 1996.  

Desket en deus brezhoneg hep gouzout perak

A-raok kregiñ gant ar pennad-komz ganeomp dre bellgomz e oa un tammig ankeniet Anthony Guéchoum. "Ar wech kentañ eo din komz e brezhoneg !" Ha dont a ra brav gantañ ! "Deskiñ a ran abaoe ur bloaz met ne ouezan ket perak em oa c'hoant deskiñ ar yezh. Ne z'eus brezhoneger ebet en ma familh abaoe 5 rummad da neubeutañ" emezañ. E kreiz pep kreiz en eus bet c'hoant deskiñ hor yezh neuze hag ober ganti. 

"Merrañ a ran ar c'hont twitter brezhonadur ha setu da gentañ em oa graet un droidigezh deus ur pokemon hepken evit ar gont-se ha setu aze em eus peurechuet al labour hag embannet gant va hini." Barrek ar paotr gant an teknologiezhioù nevez eo ouzhpenn, diorroer web eo evit an embregerezh Jollyclick. Hag ouzhpenn reiñ anvioù brezhoneg d'ar Pokemoned e vo roet ivez un anv deus ar vro d'e vab... met diwar-se n'on eus bet titouroù ebet all !