Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Insolite

Un droienn bemdez gant deiziataer an azvent war ar rouedad

mardi 5 décembre 2017 à 18:21 Par Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel

Un expression bretonne chaque jour d'ici Noël, c'est la réalisation de Mathieu Leguern, alias Krank Du. O teskiñ ar yezh emañ ar grafour hag evit taolenniñ pinvidigezh ar brezhoneg en eus savet un deiziadur war ar rouedad.

24 troienn a zo da zizoloiñ ac'hann da Nedeleg
24 troienn a zo da zizoloiñ ac'hann da Nedeleg - Krank Du

Bretagne, France

Deskiñ ha krouiñ, setu dibab Mathieu

Dibaoe penn-kentañ ar miz e c'heller lenn ha deskiñ un dro-lavar bemdez e brezhoneg. Ha se gras da zeiziadur an azvent, savet gant Krank Du. Mathieu Leguern a zo o teskiñ ar yezh, met evit kas e varregezhioù war-raok en eus krouet an deiziadur niverell-se ma c'heller diskoachañ un droienn bemdez da c'hortoz Nedeleg. Tresadennoù o skeudenniñ ar frazenn a gaver ivez, peadra evit Mathieu da lakaat e varregezhioù a grafour war-wel, selaouit :

Deskiñ ha krouiñ war ar memes tro, setu pal Mathieu

Un droienn bemdez gant Krank Du - Aucun(e)
Un droienn bemdez gant Krank Du - Krank Du

"Sellit 'ta, hennezh eo hir e fri"...

Kompren a reer eo fri furch an den. Mathieu Leguern 'zo fri furch evit a-sell an troiennoù hag an tresañ. Ha gant deiziadur an azvent 'zo pevar mennozh warn ugent da gavout. Hag awen n'eus kavet ar grafour gant ar yezh 'mañ o teskiñ dibaoe 3 miz hepken. Berzh a ra deiziadur an azvent war ar rouedad. Met soñjoù n'eus Mathieu evit diorren ar raktres pelloc'h c'hoazh : "Perak ket ober eilproduioù" emezan.

Evit tapout louarn pe gad

E ranker sevel mintin mat...

Un droienn bemdez gant Krank Du !

Awen n'eus kavet Mathieu gant ar brezhoneg

_Emgav gant Krank Du war e lec'hienn, war Facebook, Twitter, Pinterest hag Instagram_